Rambo pe John Rambo pe Rambo IV a zo ur film niñvek a orin Amerikan sevenet, produet ha c'hoariet gant Sylvester Stallone hag embannet d'ar 25 a viz mae 2008.
Ar pevare film ez eo o vont d'ober an heuliad filmoù awenet gant an dudenn John Rambo.
Adkavet e vez an dudenn John Rambo c'hoariet gant Sylvester Stallone ar film diwezhañ d'an heuliad filmoù Rambo ez eo.
20 vloaz goude an oberiantoù en Afghanistan ez eo repuet John Rambo e kostez kornôg bro Thailand nepell diouzh harzoù Birmania pe Myanmar. Bevañ a ra sioulig o gwerzhañ naered a dap er janglenn met o klevet heklevioù ar brezel diabarzh drastus Birmaniat.
Siwazh dezhañ ur strollad misionerien gant en e benn Michael Burnett a c'houlenn sikour dezhañ evit treuziñ harzoù Thailand etrezek Myanmar a-benn seveniñ ur gefridi humanegouriel da sikour ar re Karen. Asantiñ a ra John Rambo ha kas a ra anezho war vag etrezek o pal.
10 devezh goude kement-mañ setu pastor ar misionerien o tont etrezek Rambo da c'houlenn ma tegasfe ur strollad soudarded-gopr a-benn gwiriañ na petra a zo bet erruet d'ar strollad misionerien chomet hep reiñ keloù aboe ma z'int kroget gant o gefridi.
Ar film Rambo a zo un doare distreiñ d'an awen gwirion a zo bet o reiñ ar c'hentañ film Rambo: First Blood ha damgollet adal Rambo: First Blood Part II. Sevel a-enep ar brezel hag al lazhadegoù euzhus, un ez soudard gwallaozet e spered dre bezañ bet stummet da vezañ ur arm marvus ha bevet brezel Vietnam.
Adkavet e vez ivez an dudenn John Rambo evel er c'hentañ film, un den ez soudard kollet hep pal er vuhez nemet krak-vevañ o chom diliamm gant ar peurest eus ar bed met entanet e-tal an amjustis.
En enor da Richard Crenna ez eo ar film Rambo. Aktour ar c'horonal Sam Trautman en tri film gentañ a varvas dre un taol-kalon er bloavezh 2003.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Rambo (film 2008), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.