Ur benveg-dorn eo ar rabod, a implijer evit labourat ar prenn : e blaenaat, e voanaat, e c'haraniñ pe c'hoazh e stummañ.
Gant ar gilvizien e vez implijet er sevel-tiez, ar vunuzerien a ra gantañ da fardañ traoù e prenn, ha heptañ ne c'hallje ket ar c'hloestrourien ober pezhioù-arrebeuri. Ar gizellerien ivez a labour gant rabodoù a-wezhioù.
Da heul Oadvezh ar Maen ha hini an arem en Istor e voe Oadvezh an houarn adalek 1100 k.J.K., ha da neuze e voe ijinet ar rabodoù dre sankañ ul lavnenn houarn a-veskell en ur bloc'had koad en ur lezel un tamm anezhi da fourchadiñ en traoñ. Gant ur morzhol, ur maen, un tamm koad all pe gant seul an dorn e veze reizhet hirder an tamm eus al lavnenn a oa er-maez. Goude-se e veze dalc'het start gant un ibil koad. Heñvel eo neuz ar rabodoù hiziv an deiz, petra bennak ma 'z eus bet kemmoù en doare d'o fardañ.
Er Reter-Nesañ e voe ar rabodoù kentañ moarvat ; e bezioù Henegipt e voe dizoloet tammoù koad a oa bet rimiet dre un doare bennak, marteze ur rabod savet diwar un tamm prenn staget ouzh un c'heladur. En Azia hag en Europa ez eus bet kavet rabodoù, hag e dismantroù Pompei eo bet kavet ar re goshañ a zo anavezet ; e Köln e voe dizouaret unan a oa en arem penn-da-benn e-lec'h koad E Bro-Saoz e voe kavet ur rabod roman a servije da ober mouladurioù.
Goude ar Brezel-diabarzh (1865) ez ijinas an Amerikan Leonard Bailey ur skalfad rabodoù en houarn ; gwerzhañ a reas ar brevedoù d'ar gompagnunezh Stanley Rule & Level a fard binvioù hiziv an deiz c'hoazh. Gwellaet e voe rabodoù Bailey gant Stanley betek ma teujont da vezañ patrom ar rabodoù all.
A-drugarez d'an Dispac'h greantel e voe savet mekanikoù bras anvet raboderezioù. Er bloavezh 1918 e voe graet ur rabod-dorn kaset dre aer, gant ul lavnenn a droe da 8000-15000 tro/mn : un den hepken gant ar benveg-se gantañ en he zorn a c'halle ober labour pemzek den all gant o rabodoù giz kozh.
E koad pe botin eo ar rabodoù-dorn a-vremañ ; lod zo en arem, a zo pounneroc'h ha na vergl ket.
Dre vras e renker ar rabotoù e daou rumm : ar rabodoù-treuz a c'haller derc'hel e boz an dorn, hag ar rabodoù-eskemmer a implijer gant an daouarn war un daol-labour. Rabodoù-tredan a c'heller implijout gant un dorn hepken ivez zo e gwerzh bremañ.
Damheñvel an eil re ouzh ar re all eo ar rabodoù-treuz da geñver ment, pouez, neuz ha korfadur : dre al lavnenn e tiforc'her etrezo. Bihan a-walc'h int evit bezañ dalc'het e boz un dorn. N'eus diskolper ebet dezho. Serroc'h eget hini ar rabodoù bras eo korn al lavnenn, ha war-du al laez eo troet he beskell.
Ijinet e oant bet gant Stanley abalamour ma c'houlenne ar gilvizien ur rabod bihan da labourat a-dreuz gwiad ar prenn (a vo gwelet pelloc'h), evit rimiañ pennoù ur planken da skouer pe, hervez an hengoun amerikan, evit tennañ merkoù torgontilli a-ziwar taolioù-labour ar gigerien, a veze savet a-dreuz gwiad peurliesañ evit ma vijent solutoc'h.
Da rimiañ pennoù ar plenk e servijont c'hoazh, ha da beurgempenn pezhioùigoù prenn a-benn m'o devije ar vent rekis, da plaenaat skoulmoù, da zizremmiñ kornioù ha zoken da skarzhañ roudennoù peg a-ziwar un tamm koad. Un divrazer a reer e brezhoneg eus ur rabod-treuz a implijer evit labourat a-dreuz gwiad ar prenn.
Perzh pennañ ar rabodoù-eskemmer eo o lavnenn sanket gant ar veskell troet war-du an traoñ ha stag ouzh un diskolper.
Dre o anv e ouzer a-douez ar rabodoù-eskemmer da petra e servij ar benveg-mañ-benveg. Leonard Bailey en devoa renket e rabodoù houarn dre niverennoù a glote gant o ment hag o implij ; padet he deus ar reizhiad-se betek bremañ : zoken pa zisoñjer an implij e kounaer an niverenn, a zo heñvel daoust ha peseurt oberour e vije.
Rabodoù-eskemmer a bep seurt ment zo, eus ar rabod-biz a lakaer e penn ur biz da gempenn pezhioù munut-munut, an ansell a implijer evit kleuziañ garanoù, ar rimier da flouraat ar prenn, ar rabod-bras evit divrazañ gorread ur planken betek ar gale a zo ur rabod dalc'het gant daou zen.
Bez' ez eus rabodoù koad graet diwar ur bloc'had prenn hag ul lavnenn dir, rabodoù hiron e metal staget ouzh un diazez e koad, rabodoù metal digoad, ha bremañ ez eus rabodoù untolz e mezell : moulet eo korf ar benveg en un tamm hepken, dornell hag all, ha staget e vez ul lavnenn outañ.
Meur a zoare labour a c'heller ober gant rabod pe rabod, ha kalz rabodoù arbennik a gaver er stalioù-labour. Azasaet eo o ment ouzh ar gorread a zo da labourat, hag azasaet eo ivez ment, korn ha stumm beskell o lavnenn d'an efed a venner reiñ d'ar prenn. Setu amañ un nebeud labourioù a c'heller ober gant rabodoù, arbennik pe get :
• Moanaat ha plaenaat un tamm prenn gant rabodoù-treuz evel an divrazer, kenderc'hel war an eskemmer gant ur rabod-bras kent peurechuiñ al labour a-daolioù rimier (e Japan ez implijer ur rabod all goude ar rimier, a vije anvet un arc'hrimier e Breizh mar bije rabodoù ken tanav troc'h o lavnenn).
• Garaniñ un tamm prenn gant un ansell, ha da c'houde plaenaat foñs ar garan gant ur rabod bihanoc'h.
• Stummañ mouladurioù da ginklañ un tamm prenn gant ur rikamaner : kizellet eo al lavnenn hervez ar stumm a venner kizellañ.
• Flouraat gorreadoù kromm gant ur rabod-rakiñ, a zo ur rabod e lavnenn rontaet dalc'het gant div zornell.
• Kempenn ar rizennoù a lakaer e traoñ ar mogerioù en ur sal, gant ur rabod-heñcher e lavnenn ken ledan hag an tamm prenn.
• Ober saziloù war vord ur planken gant ur rabod-sazilañ a zo ur rabod digor war unan eus e gostezioù.
• Kempenn foñs ur voest koad dre gas ar skolpoù a-hed ar c'hostezioù gant ur rabod-kizell.
Degadoù a zoareoù rabodoù all zo, ha zoken e c'hall ur munuzer fardañ e rabod dezhañ evit diouzh e ezhomm.
Diaes a-walc'h eo ober labour mat gant ur rabod,ret eo dont a-benn da dapout an dro-vicher.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Rabod, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.