Poti zo ur gêr hag ur gumun eus Jorjia, e rannvro Samegrelo-Zemo Svaneti.
Emañ war aod ar Mor Du, en aber ar stêr Rioni. Ur porzh-mor a bouez eo ivez.
En em astenn a ra war ur gorread 65,8 km². E 2016 e oa poblet gant 41 500 a dud.
Hervez Strabon e oa bet savet eno ur gêr anvet Phasis er VIIvet kantved kent J.K., gant Gresianed deuet eus Miletos hag aet da sevel trevadennoù e Kolkida.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Poti, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.