Plinking

Ar plinking zo un doare da dennañ gant armoù-tan pe armoù-plom war gwennoù ha n'int ket standart er sportoù tennañ, evel boestoù-mir, tammoù koad pe boutailhoù.

Dont a ra e anv eus ar ger plink a zo un drouzadell saoznek evit trouz un dra o stekiñ ouzh ar metal.

Plinking
Ur pod-houarn implijet evit ar plinking.
Plinking
Un doare plinking e-maez al lezenn war bannelloù-hent e Korsika.

Orin

Roud a gaver eus an termen er c'helaouennoù saoznek adalek ar bloavezhioù 1940 ha 1950.

War dachennoù prevez e vez graet plinking peurliesañ. Un doare marc'hadmatoc'h eo da bleustriñ war an tennañ hep mont dre ret d'ur stand, a c'hell bezañ koustus, pell pe re strizh e reolennoù hervez tud 'zo. Evit ar chaseourien e c'hall ar plinking bezañ talvoudus pa c'hellont pleustriñ er-maez war gwennoù teirment pe fiñv, en un endro a zo tostoc'h da hini o dudi evit ur stand-tennañ. Tennerien 'zo a c'hall bezañ displijet gant aergelc'h ar standoù-tennañ ivez.

Implijet e vez peurliesañ armoù-plom pe armoù-tan dezhe ur c'halibr izel evel ar 4,5 mm pe an .22 Long Rifle. Pa vez tizhet ar gwenn e ra un trouz, e kouezh pe e tarzh ; aesoc'h eo neuze gouzout ez eo bet tizhet evit pa stok ar vannadell ouzh ur gwenn paper.

Stump shooting a raer eus an dudi-mañ pa vez graet a-drugarez d'ur wareg.

Lezenn

E Frañs ez eo aotreet tennañ gant armoù eus ar rummadoù C ha D war dachennoù prevez en ur zoujañ ouzh un nebeud reolennoù e-keñver trouz ha surentez. E kêrioù 'zo e c'hall bezañ strishoc'h ar reolennoù pe difennet penn-da-benn an implij-mañ eus an armoù.

Gwelet ivez

Daveennoù

Plinking   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan Plinking 

Tags:

Plinking OrinPlinking LezennPlinking Gwelet ivezPlinking DaveennoùPlinkingArm-tanGwenn (sportoù)MetalSaoznekSportoù tennañ

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Cassiopeia (steredeg)NamibiaElon MuskJaned Iañ NavarraPippi LångstrumpWikimedia21 GouereSoiano del LagoPalestinaStadBreizh-IzelKrubuilh dispakPleg-mor CaliforniaZodiakGopr hollvedelKoadoudBrezhonegGeorge IIPin-upҚ (lizherenn)Rouantelezh EssexHungariaNeil ArmstrongSvedegHilionQBidasoa1912GwalarnBeg ar vronnIzoldRepublik Poblel ha Demokratel KoreaBeugny1173WapitiKarl VeurCommission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portativesElektrokardiografiezhGwalc'hmai mab GwyarGeriaouegAostriaEnezennDouar (planedenn)An Daol GrennBanniel KanadaLinuxKornegennBangladeshArubaAr C'hillioùJapanRoll an oberennoù a denn d'ar roue ArzhurImpalaeriezh santel roman german2022Fetichegezh ar brennidFinlandMec'hikoEmilio PradosBegelOkitanegMahābhārataC'hoari ar misionerRouedad stlennegelManagementTreiñ ha troidigezh🡆 More