Morbig-Eurazia

Kudenn ebet (LC)

Morbig-Eurazia
Morbig-Eurazia
Ur vorbig-Eurazia

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Kerentiad : Haematopodidae
Genad : Haematopus
Anv skiantel
Haematopus ostralegus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh
Morbig-EuraziaMorbig-EuraziaMorbig-Eurazia
e tenn ar pennad-mañ.


Un evn a vev en arvor eo ar vorbig-Eurazia, pe morbig voutin (Hæmatopus ostralegus). Stank e vez kavet morbiged en arvor Breizh. Spesadoù morbiged all zo er bed met morbiged Eurazia, ar spesad a gaver e Breizh, eo ar re anavezetañ ha stankañ ha kavet e vezont dre Europa a-bezh, e Rusia, betek ar Mor Habask, e Sina hag e Korea.

Doareoù pennañ

Ul labous brav eo ar vorbig, gwenn ha du e bluñv ha ruz-orañjez e bigos hir. Ruz-roz eo ar pavioù.

Aes eo ar vorbig da anavezout diwar nij gant e zivaskell hag e lost gwenn ha du. E vouezh skiltrus a zo aes da anavezout ivez.

Annez

Morbig-Eurazia 
An takadoù annezet gant morbiged Eurazia (an tri isspesad anezho)
Morbig-Eurazia 
Hæmatopus ostralegus

Ur spesad evned tremeniat eo ar morbiged, dre vras. Neizhiañ a ra ar morbiged war aodoù Breizh, dreist-holl war aodoù Mor Breizh, hag e meur a vro all eus hanternoz Europa. Kuitaat a reont Breizh goude an hañv evit skeiñ war-zu broioù tommoc’h en hanternoz Afrika ha kreisteiz Europa. Darn anezho a chom e Breizh, e Breizh-Veur pe en Iwerzhon ; met kalz anezho a zilec’h koulskoude ha pa chomfent er vro : eus arvor norzh Breizh ez eont da arvor su Breizh, pe eus Bro-Skos da su Bro-Saoz. Hag heñvel e ra ar re a zo en Azia. A-stroll e vevont, e diavaez mare an embarañ. O neizh a savont war ar reier pe e-touez ar bili alies. Etre 2 ha 4 vi gris brizhellek a vez dozvet ganto. Ul liv heguzh dispar a zo gant ar vioù ha gant re vihan ar vorbig.

Boued

En em vagañ a reont diwar kregin, evel ar meskl, kranked pe pesked bihan, pe c’hoazh diwar leoged a gavont en traezh pe el lec’hid. E Breizh-Veur e vez kavet morbiged en douaroù, war al lennoù pe ar stêrioù. Stumm pigos ar re-se a zo disheñvelik diouzh stumm pigos ar morbiged a vev en arvor : re an arvor en em vag diwar kregin o deus ur pigos kalet, ledan e veg, graet evit terriñ ar c’hregin ; ar re a vev en douaroù hag en em vag diwar ar preñved a gavont el lec’hid o deus ur pigos lemm ha begek.

Traoù all

Evned stank a-walc’h int en hor bro peogwir e vefe 20 000 morbig bennak, well-wazh, en arvor Breizh e-pad ar goañv, hag en tu all da 80% eus ar re a vez o neizhiañ e Frañs a vefe annezet e Breizh. Peogwir en em vagont diwar loened bihan a vev en dour mor (kregin, kranked bihan, pesked bihan) e vez sellet ouzh ar morbiged evel ur sin eus naeted an dour. Meur a studiadenn a zo bet kaset da benn evel-se, en hanternoz Alamagn, en Izelvroioù hag e Bro-Saoz.

Morbig-Eurazia 
Un timbr eus an Inizi Faero gant
ur vorbig, labous broadel an inizi.

Anvioù all

Anvioù all a roer d’al labous-se e brezhoneg : pig-vor, pig-mor, pig-aod.

Spesadoù all

12 spesad morbiged a gaver er bed.


Sell ivez

Levrlennadur


Liammoù diavaez


Morbig-Eurazia 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Morbig-Eurazia Doareoù pennañMorbig-Eurazia AnnezMorbig-Eurazia BouedMorbig-Eurazia Traoù allMorbig-Eurazia Anvioù allMorbig-Eurazia Spesadoù allMorbig-Eurazia Sell ivezMorbig-Eurazia LevrlennadurMorbig-Eurazia Liammoù diavaezMorbig-EuraziaLoen n'emañ ket en arvar

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ShōnenColucheDouaroniezh1989MoskovHong KongStad emveliekPedro Sánchez1866Pellgehenterezhioù1833Skramm strinkennoù liñvelBro-C'hallRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Bro-SkosFoar VreDivaskell BreizhBrezel diabarzh SinaGoodnight, IreneWikeriadurKartadaJohannes VermeerChatGPTBro-Roazhon1509AostriaMarcosRouantelezhioù ar FrankedItaliaSaezhOrator Sant C'hiregTimbroù GreunlandLienenn-gourzhEdwardWorld Wide WebuslimestraAziaLezverc'hArabia SaoudatDiwanOblast TyoumenA PortuguesaKarabiner 98kPatagonia Arc'hantinaLeo VaradkarSledda EssexBarack ObamaPin-upRouantelezh Bro-Saoz1654Andhun SussexDaouzek labour AsteriksAdolf HitlerSophia Charlotte von Platen-HallermundSkol-veur AberystwythTyne (Bro-Saoz)Reiñ bronnMalaysiaKesoue2024Frazenn gevrennek liesrannBro Gwiniegi NaonedKongoEil Brezel-bedFeskennProviñs Pordenoneぢ (lizherenn)Elzas-Loren🡆 More