Mombasa

Mombasa eo an eil kêr vrasañ e Kenya.

War aod Meurvor Indez emañ, e Su ar vro, hag ur greizenn douristel a-bouez eo. Porzh pennañ Kenya eo ivez. War un enezenn (enez Mombasa) emañ ar gêr gozh, hag en em astenn a ra ar gêr nevez war an douar-bras.

Mombasa
Bali Moi e Mombasa gant he stilhonoù ramz olifant (en aluminiom).

Gant kenwerzhourien arab e vije bet savet kêr en VIIIvet kantved ha dont a ra hec’h anv eus an arabeg Manbasa. E swahileg eo anvet Kisiwa Cha Mvita (pe, berroc’h, Mvita, a zo anv ar gêr gozh c'hoazh), a dalvez "enez ar brezel", abalamour m’eo bet preizhet alies gant alouberien estren e-hed an istor.

Poblañs

War-dro 900 000 annezad a vije o chom enni e 2006, 939 370 e 2009, ha kresket eo da 1 208 333 a annezidi hervez niveradeg diwezhañ 2019. 3 528 940 a dud zo o chom e rannvro ar veurgêr.

Gevelliñ

Mombasa zo gevellet gant :

Tud bet tremenet eno

E-pad he istor eo bet gweladennet Mombasa gant ergerzherien war vor niverus evel an Arabed Al-Idrisi (1151) hag Ibn Battuta (1330) pe ar Bortugaliz Vasco da Gama (1498), Pedro Álvares Cabral (1500) João da Nova (1505) hag Afonso de Albuquerque (1507).

Tud all zo bet e Mombasa, mennegomp :

Daveoù ha notennoù


Mombasa 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Mombasa PoblañsMombasa GevelliñMombasa Tud bet tremenet enoMombasa Daveoù ha notennoùMombasaKenyaMeurvor Indez

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Marc'hKomunouriezh1977BadalonaPrusiaChristian TroadecBarack ObamaFeskennRouantelezh-UnanetEuropa (kevandir)SiriegDronIstorRené BarjavelISO 8601Apex LegendsGalleg1952HolloueziadurYuzev-portugalegFoar Vre9 a viz EbrelTaoiseachEvnPin-upKervaria-SularWikeriadurNikki FritzVincent van GoghRepublik Iwerzhon1añ MezhevenMor BreizhHillary ClintonKatalanegTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Anne Breizh-VeurBianca de' MediciMor-BihanLRusiaMahomedYokegTwitter2012Keith HaringCascading Style SheetsDugelezh BreizhC++Robert SchumanSomalilandBro-C'hallMontanaISOChatGPTJohann Nepomuk GeigerShōnenReiñ bronn1989TbilisiBlogOblast TyoumenC'hwevrer🡆 More