Molière

Jean-Baptiste Poquelin zo brudetoc'h evel Molière, an anv dibabet gantañ evit c'hoari war al leurenn, a oa ur c'hoarivaour ha skrivagner gall badezet d'ar 15 a viz Genver 1622 ha marvet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1673.

Ganet en ur familh marc'hadourien eus Pariz, d'an oad a 21 vloaz en em stroll gant un dek a gamaladed, e-touezh anezho an aktourez Madeleine Béjart, ha sevel ar strollad c'hoariva Illustre Théâtre. En desped da vezañ harpet gant dramaourien brudet, ne teuio ket a-benn da vezañ brudet e Pariz. E-pad 13 vloaz, Molière gant e gamaladed a ya e stumm ur strollad fiñv e su ar rouantelezh c'hall. Meur a arc'hantour a vo o sikour ar strollad. E-pad ar amre-se, Molière a sav farsadennoù pe komediennoù berr, div anezho o vezañ reoù hir nemetken. Distroet e Pariz e 1658, dont a ra da vezañ prim, e penn e strollad, an aktour ha c'hoarivaour karetañ gant ar roue yaouank Loeiz XIV hag e lez. Molière a sav abadennoù lies, o labourat gant gwellañ tisaverien leurenn, sonerien, korollerien ar vro. Marvet eo d'an oad a 51 vloaz, nebeut eurvezhioù goude bezañ bet c'hoariet evit ar pevare gwech roll pennañ ar pezh Le Malade imaginaire.

Molière
Molière

Savet ez eus bet pezhioù c'hoari lies gant Molière, darn ar rolloù pennañ a oa c'hoariet gantañ. Molière a oa mailh war implij doareoù lies ar fent: komz, jestraouiñ, gwelet ha darvoudus.

Molière
Molière o c'hoari Kaezar en La Mort de Pompée, poltred gant Nicolas Mignard (1658)

Oberennoù

  • Le Médecin volant (1645)
  • La Jalousie du barbouillé (1650)
  • L'Étourdi ou les Contretemps (1655)
  • Le Dépit amoureux (1656)
  • Le Docteur amoureux (1658; collwyd)
  • Les Précieuses ridicules (1659)
  • Sganarelle ou le Cocu imaginaire (1660)
  • Dom Garcie de Navarre ou le Prince jaloux (1661)
  • L'École des maris (1661)
  • Les Fâcheux (1661)
  • L'École des femmes (1662)
  • La Jalousie du Gros-René ( 1663) (= "La Jalousie du Barbouillé")
  • La Critique de l'école des femmes (1663)
  • L'Impromptu de Versailles (1663)
  • Le Mariage forcé (1664)
  • Gros-René, petit enfant (1664; )
  • La Princesse d'Élide (1664)
  • Tartuffe ou l'Imposteur (1664)
  • Dom Juan ou le Festin de pierre (1665)
  • L'Amour médecin (1665)
  • Le Misanthrope ou l'Atrabilaire amoureux (1666), lakaet e brezhoneg gant Serj Richard, gant an titl An Dengasaour (2013).
  • Le Médecin malgré lui (1666)
  • Mélicerte (1666)
  • Pastorale comique (1667)
  • Le Sicilien ou l'Amour peintre (1667)
  • Amphitryon (1668)
  • George Dandin ou le Mari confondu (1668)
  • L'Avare ou l'École du mensonge (1668)
  • Monsieur de Pourceaugnac (1669). A zo bet troet, ha kempennet kalzik, gant Yann-Vari Perrot.
  • Les Amants magnifiques (1670)
  • Le Bourgeois gentilhomme (1670)
  • Psyché (1671)
  • Les Fourberies de Scapin (1671). A zo bet lakaet e brezhoneg ivez gant Yann-Vari Perrot.
  • La Comtesse d'Escarbagnas (1671)
  • Les Femmes savantes (1672)
  • Le Malade imaginaire (1673)

E brezhoneg

  • Ar medesin eneb dezañ, troet diwar Le Médecin malgré lui,
  • Ar garantez medisin, troet diwar L'Amour médecin,
  • An Dengasaour (diwar "Le Misanthrope"), Mouladurioù Hor Yezh, 2013

Tags:

15 a viz Genver1622167317 a viz C'hwevrerArz ar c'hoarivaLoeiz XIV (Bro-C'hall)Pariz

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Degemer2012TaoiseachSomalilandFriedrich EngelsSimon HarrisFrañsez Jaffrennou1952Normandi (rannvro)AmpechKerborzhJekoSigeberht WessexLondrezAziaPiemontegGoodnight, IreneFranklin Delano RooseveltJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughKourzhAn OriantWikipediaKerneSophia Charlotte von Platen-HallermundSaratovToullañ beg ar vronnMalaysiaWikiFrañsez Iañ (Bro-C'hall)YokegOmar SyBengaluruDivaskell BreizhSevenadurPablo PicassoKerveskontTaboulinSaoznegMarie-Antoinette AostriaGalizaBilhed-bankJapanISBNVeneziaSiriegGwarezva Arabia ar Su1665Gopr hollvedelPaskLec'hiennGres (bro)NikotinYa d'ar brezhonegTimbroù dre rummadKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020GallegKomunouriezhMahomed1991Mor-BihanBrexitMor BreizhArabia SaoudatRobert SchumanFilippo de' MediciKerzuBreizh🡆 More