Mekanikerezh Kwantek

Ar mekanikerezh kwantek pe loc'honiezh pementadel zo ur rann eus ar fizik diorroet e-kerzh an XXvet kantved.

Ganet eo diwar an ezhomm da zisplegañ anadennoù a c'hoarvez e reizhiadoù fizikel el live atomek pe isatomek ha na vefent ket displeget gant ar fizik klasel, evel skinadur ar c'horf du, an efed luc'hdredanel, stabilder an atom, hag all.

Istor

Mekanikerezh Kwantek 
Patrom Niels Bohr, 1913

XIXvet kantved

En XIXvet kantved e veze kredet ne vanke ket kalz a draoù da zizoleiñ e fizik, a oa rannet e teir fennrann : al loc'honiezh dezrannel, an dredanwarellouriezh. hag ar fizik stadegel

Met al luzoù etre al loc'honiezh dezrannel hag ar fizik stadegel o deus kaset d'al loc'honiezh pementadel ha da arlakadenn ar geñverelezh hollek Albert Einstein.

XXvet kantved

Kementadiñ an energiezh

E 1901 e kavas Max Planck ar respont da gudenn skinadur ar c'horf du : kinnig a reas e vije kementadet an energiezhoù a vez eskemmet etre an atomoù.

Staliañ a reas al lezenn : Mekanikerezh Kwantek  m'emañ an energiezh Mekanikerezh Kwantek  kenfeurel gant an talm Mekanikerezh Kwantek  dre an arstalenn Mekanikerezh Kwantek  anvet "arstalenn Planck" (Mekanikerezh Kwantek ).

Nebeut goude, e 1905, e kinnigas Albert Einstein ma vije ivez kementadet energiezhoù ar skinadur tredanwarellek, hag e tisplegas evel-se an efed luc'hdredanel.

Frammadur an atom

Pouezus eo kavadenn an elektron gant Joseph John Thomson e 1897, dre ma ro un alberzh eus elfennoù an danvez. Soñjal a rae dezhañ ez eus kargoù muiel (+) en danvez evit kempouezañ kargoù leiel (-) an elektronoù : neuial a ra an elektronoù en ur soubenn kargoù muiel. Patrom ar plum pudding saoz a reer eus ar mennozh-se.

Jean Perrin a ginnigas ur patrom all : ur garg vuiel a vije e kreiz an atom hag an elektronoù a drofe tro-dro dezhi, evel ma tro an Douar tro-dro d'an Heol.

E 1909 e voe diskaret patrom Thomson gant arnaodenn Geiger ha Marsden, komprenet gant Ernest Rutherford e 1911.

      Rannigoù α a voe taolet war ur follenn aour danav ; lod anezho a dreuzas ar follenn ha reoù all a voe strewet, ar pezh a roas pouez da batrom Jean Perrin. Met pa jeder stabilder an atom gant ar batrom-se e kaver e kouezhfe an elektron war krek an atom e nebeutoc'h eget 1 eilenn x 10-10 (0,1 milmilionvedenn eus un eilenn).

E 1913, Niels Bohr a implijas mennozhioù Planck hag Einstein diwar-benn kementadur an energiezh evit kinnig e kemmfe un elektron e gelc'htro dre gas pe dastum kementadoù energiezh. James Franck ha Heinrich Hertz a gadarnaas ar patrom-se e 1914.

Notennoù

Tags:

Mekanikerezh Kwantek IstorMekanikerezh Kwantek NotennoùMekanikerezh KwantekAtomFizikXXvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Johannes VermeerSuisXVIIvet kantvedNoazhdedOfiserien-Veur Dugelezh BreizhKarr-tanFrancisco de GoyaDouar ha FrankizWikeriadurEmsavWorld Wide Web ConsortiumDiwanGeorge IILFEBro-SkosPierre-Joseph ProudhonPablo PicassoHoratio NelsonBro-C'hallBiblGrândola, Vila MorenaSaskatchewanIXvet kantvedBarack ObamaFrancisco FrancoGoogle ChromeKelornChatalFrazenn gevrennek liesrannBronnBloavezhioù 2020Goodnight, IreneChristian TroadecL1990Roll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùBrodevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedHillary ClintonMeurzh (deiz)ぢ (lizherenn)1483Wiki CommonsKergrist-MoeloùHenri MatisseSeziz LeningradAljebrKevin CostnerSandra BullockSant-PetersbourgRobert SchumanOne Man Went To MowTimbroù dre rummadRusiaKomunouriezhLadinoeg1989Fouzhlec'hCascading Style SheetsKerorgenSevenadurMarie-Antoinette Aostria🡆 More