Ur c'hoari redadegoù eo Mario Kart DS.
D'ar 25 a viz Du 2005 e oa deuet er-maez en Europa war Nintendo DS. 5vet tamm an heuliadenn Mario Kart eo.
C'hoari kentañ ar goñsolenn a c'heller kas en-linenn eo, a-drugarez d'ar gevreadenn Nintendo Wi-Fi.
Er c'hoari-mañ e adkaver ul lodenn vat eus tudennoù an heuliadenn Mario (met lod all a zo nevez-flamm). Un diforc'h a-bouez a zo e-keñver Mario Kart: Doubl Dash !! : o-unan eo ar rederien en o c'harr.
Ouzh skramm an nec'h a zo d'an Nintendo DS e weler e dudenn dre ur sell sinema. War skramm an traoñ e weler ur gartenn eus ar redadeg dre ur sell a-us d'ar c'hoarier.
Ur mizvezh goude deroù gwerzh Mario Kart DS e vefe bet prenet 800 000 skouerenn anezhañ hervez Nintendo.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Mario Kart DS, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.