Marianne Raigipcien Jean-Baptiste, pe Marianne Jean-Baptiste, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1967 e Londrez (Bro-Saoz), zo un aktourez saoz, a orin eus Antigua-ha-Barbuda ha Santez-Lusia.
Studiet he deus er Royal Academy of Dramatic Art e Londrez ha c'hoariet er Royal National Theatre. Ken brudet eo e metoù ar c'hoariva e Londrez evel er bed abalamour d'he filmoù, met brudetoc'h c'hoazh eo abalamour d'ar skinwel.
Meneg a oa anezhi e 1994 evit ar Ian Charleson Award abalamour d'he c'hoari e-barzh Measure For Measure gant ar gompagnunezh Cheek by Jowl.
Ouzhpenn he labour aktourez he deus enrollet ur bladenn ma kan blues.
Savet he deus sonerezh ar film Career Girls, kaset da benn gant Mike Leigh e 1997 .
Hi an hini a lenn ar "Sonnet 15", gant William Shakespeare, er bladenn When Love Speaks (EMI Classics) embannet e 2002.
Er filmoù-see c'hoari ur boliserez eus an FBI , Vivian Johnson, klañv he c'halon, ur mab dezhi da sevel.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Marianne Jean-Baptiste, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.