Julie Marie Nicole Gayet, bet ganet d'an 3 a viz Mezheven 1972 e Suresnes (Hauts-de-Seine, Bro-C'hall) a zo un aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) ha produourez c'hall.
Marc'hadourez traoù-kozh 'oa he mamm hag he zad, Brice Gayet, a oa kelenner surjianerezh (e-touez e studierien e oa an danvez politikour Jérôme Cahuzac). Studiañ a reas-hi ar c'han adal hec'h eizh vloaz, ar gomedienn da bevarzek vloaz ; e Londrez e studias arz ar c'hoariva en Actors Studio gant Jack Waltzer. Goude-se ez eas da skol-c'hoariva Tania Balachova, d'ar skol-sirk Fratellini, ha studiañ a reas ar c'hoarigan gant Tosca Marmor. [...].
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Julie Gayet, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.