Luc Winants

Luc Winants a zo bet ganet d'ar 1añ a viz Genver 1963 ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 2023.

Luc Winants
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhBelgia Kemmañ
Bro sportBelgia Kemmañ
Anv-bihanLuc Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gen 1963 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWatermaal-Bosvoorde Kemmañ
Deiziad ar marv7 C'hwe 2023 Kemmañ
Micherc'hoarier echedoù Kemmañ
Title of chess personInternational Master, Grandmaster Kemmañ
Sportechedoù Kemmañ

Mestrc'hoarier echedoù belgiat eo. Mab d'ar mestrc'hoarier echedoù belgiat Henri Winants eo. Mestr Meur Etrebroadel eo.

Kleuboù: el Luksembourg e c'hoari er C.E. Le Cavalier Differdange, e Belgia er Cercle Royal de Liège abaoe 2001, goude bout bet c'hoariet er C'hleub Schach Klub Rochade Eupen-Kelmis, en Izelvroioù er Schrijvers Rotterdam hag e Bro-C'hall e L'Echiquier Cappellois (e Kapelle, departamant an Norzh, e Flandrez).

E 1985 e kemeras perzh en Tournamant Swift e Brusel, gant Michel Jadoul, Anatoliy Karpov, Viktor Kortchnoy, Ljubomir Ljubojević, Miles, Romanichin, Yasser Seirawan, Jan Timman, Torre, Van der Viel ha Zapata.

Kampion Belgia e voe en Anderlecht e miz Gouere 1986 gant 10 poent diwar 12.

Tapout a reas e "reizhenn" gentañ en Olimpiadoù Thessaloniki (Gres) e 1984, an eil hini e Tournamant Oostende hag e dibenn 1986 e voe anvet "Mestr" gant ar FIDE.

E 1987 e teuas ar maout gantañ en Tournamant partiennoù kempred aozet gant KOSK (Koninklijke Oostendse Schaakclub - Kelc'h Echedoù Roueel Oostende) Oostende.

E 2004 e c'hoarias en Olimpiadoù Calvia (Spagn) a-gevred gant Arthur Abolianin, Bruno Laurent ha Geert Van der Stricht.

En 6vet Kampionad Europa (hiniennel) e Varsovia (Mezheven-Gouere 2005) e voe 168vet gant 5,5 poent diwar 12. 10 poent a voe merket gant an hini kentañ, Dieter Nisipeanu.

2525 edo e renk Elo e miz Genver 2008.

Liammoù diavaez

Tags:

19631añ Genver20237 a viz C'hwevrer

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

8 HereKensonenn gweuz-dent dre stlakatMell-droadAmzer-dremenet strizh7983UkrainaRoll ar bibienBrean melen17BrezhonegRuzenn ouel mouezhiet1993BaltimoreGAdolphe SaxFührerbunkerIl-ha-GwilenC (lavar programmiñ)Kensonenn staon a-gostez dre dostaatMaksim GorkiyFlavius MarcianusWikiLuteriegezhEmflourañTogoQNaouegezh alvezelBahreinReinhard HeydrichIwerzhonegListenn glok kodoù ISO 639-1Romántica Milonguera30Lizherenneg arabekYezhoù ouralekLaosGazGeofizikHans Iañ (Danmark)SkrikVogalenn damserr greiz rontSul (deiz)MaeCreative CommonsSymkariaImpalaeriezh romanEmgann CartagenaMoneizDafydd Jones (Dewi Dywyll)Died alkoolekPater nosterTouaregedKensonenn diweuz dre strakalPlouzaneLKensonenn tro-gil a-gostez dre stlakatAR-15AndaouelezhElectra hag Elise AvellanBarnedigezh SalomonGontrodo PérezSenedNiveradegPlastikWarhammer 40000LigerMaesaerPen y FanLituaniaTDover (Kent)Ger kevrennek🡆 More