Al leoneg (anvet c'hoazh en un doare hengounel cabreirés, senabrés, paḷḷuezu...) a zo an anv implijet evit deskrivañ ar rummad yezhoù pe rannyezhoù eus ar skourr asturek-leonek, e proviñsoù spagnol León ha Zamora.
Implijet e voe ivez ar ger "leoneg" gant skrivagnerien zo, adalek ma voe embannet gant Menéndez Pidal e 1906 ar studiadenn “Sobre el dialecto leonés”, evit merkañ an holl yezhoù pe rannyezhoù a vez komzet eus Cantabria betek Extremadura. Koulskoude eo diaes a-walc'h abalamour d'ar yezhoniezh ha d'an istor envel "leoneg" ar yezhoù asturek. Neuze e vez implijet kentoc'h gant an darn vrasañ eus ar skrivagnerien ar ger "asturek-leonek" evit merkañ ar rummad yezhoù-se.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Leoneg (romaneg), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.