Al Lejion Condor a oa un aerlu savet gant gouarnamant Alamagn Hitler hag a vode soudarded eus al Luftwaffe hag a oa prest da vont da vrezeliñ da Spagn gant ar vroadelourien a-enep an Eil Republik spagnol, entre Gouhere 1936 hag Ebrel 1939.
6 000 den a oa el Lejion Condor, distreiñ a raent d'o bro a-vagadoù bihan, ha 19 000 zo bet anezho en holl a-hed an tri bloavezh brezel. Darn a voe brudet e-pad an eil brezel-bed, evel an aervarichal Hugo Sperrle pe ar sturier Adolf Galland.
Gant kirri-nij eus al lejion Condor e voe graet bombezadeg Gernika e 1937.
' Feuerzauber (« Tan hud ») e oa anv an taol-skoaz roet gant gouarnamant an Trede Reich da vroadelourien Spagn. Goulennet e oa bet ar skoazell-se gant ar jeneral Francisco Franco, a veze graet El Caudillo anezhañ, digant ar Führer, Adolf Hitler, d'an 22 a viz Gouhere 1936, pemp deiz goude deroù an emsavadeg, d'ar 17 a viz Gouhere 1936. Hitler a c'houlennas kenkent digant Hermann Göring, penngomandant al Luftwaffe, hag ar Generalfeldmarschall Werner von Blomberg, aozañ ar skoazell.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Lejion Condor, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.