Legio Xx Valeria Victrix

Legio XX Valeria Victrix (Ugentvet lejion drec'h eus Valeria) a oa ul lejion eus arme an Impalaeriezh roman.

Legio Xx Valeria Victrix
Vexillum Legio XX

Krouet e oa bet al lejion pe da vare Tiber pe da vare Aogust, da vare an Triumvirat, war-dro 31 kent J.-K..

Kentañ meneg resis eus al Legio XX, hepmuiken, a gaver da goulz un emsavadeg e Pannonia er bloaz 6 goude J.-K. Staliet e oa sur-awalc'h en Aquilea.

E 14 goude J.-K. e oa staliet war ar stêr Roen, e bro an Ubii, el lec'h m'emañ Köln

Kaset e voe goude-se da Novaesium etre 14 ha 43 goude J.-K.

Kemer a reas perzh al lejion en aloubadeg Enez Vreizh, e 43, en arme kaset gant ar jeneral Aulus Plautius.

Staliet e voe da gentañ evel adarme e Camulodunum. Kaset e voe goude-se e 57 da Glevum. Staliet e voe da c'hortoz e 60-61 e Deva, asambles gant al Legio XIV Gemina, ha goude-se e Viroconium, eus 67 da 86. Er bloaz-se e voe staliet da vat e Deva, hag a voe he fenngarter betek Maksim (383-388).

Legio XX Valeria Victrix a oa en he c'harg ar surentez el lodenn gornôg eus Enez Vreizh, mervent Mor Iwerzhon, kornôg Mor Breizh.

Meur a greñvlec'h eus Chester betek enez Wight : Seguntium, Moridunum, Nidum, Isca Silurum, Venta, Abonae (e-kichen Bristol);

Levrlennadur

  • I. A. Richmond : Roman Britain. Penguin Books Ltd. Harmondsworth, Middlsex, London. 1955 - 1973. 
  • Mark Hassall : The Claudian Conquest. A.D. 43, in Roman Britain, 55 B.C. - A.D. 409. Historical Times Inc. 1979 - 1983
  • Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. Oxford. 1984

Notennoù

Tags:

Impalaeriezh romanLejion roman

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

KembreBukkakeDegemerGabonEmgann CartagenaKensonenn diweuz dre strakalDafydd Jones (Dewi Dywyll)Deiziadur juluan82Alamagn38Juluan ManerJohn Ronald Reuel TolkienCoritiba Foot Ball ClubEgiptProviñsoù ha tiriadoù Kanada3 MeurzhJulius CaesarRamadanISBNBarbaredMor GalileaFriedrich Wilhelm Prinz von PreußenLaosIsraelWessexSurinamMinellañ ar c'hourzhKourzhDigemmenn BoltzmannCartagena (Spagn)C++GuamNiveradegHans Iañ (Danmark)ToullgorferezhRomedTredionMeurvor atlantelAourFrienn gweuz-dent mouezhietMykelti WilliamsonLineg ruzC'hoari ar misionerAljeriaAntonia AlighieriLigerTarzanRevrfouzherezhLRomantelezhAotrouniezh Vroadel PalestinaPauley PerretteSinaiUrzhiataerNigeriaÉvian Thonon Gaillard Football ClubEmflourañKernev-VeurPriñs Albert tu-ginPater nosterBaod1824Caius Julius CaesarCleveland CavaliersKaourintin MartinsMathurin MéheutLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegYezhoù skandinavekMarcièlSuisPerwenan🡆 More