Laezh-Ribod

Al laezh-ribod zo un evaj a deu eus laezh ar saout pa vez ribotet an dienn anezhañ d'ober amann.

A-wechoù e kreder eo un evaj "breizhek", met evet e vez e broioù all evel Flandrez Belgia, Pakistan pe Afganistan ivez .

Laezh-Ribod
Ur werennad laezh-ribod. Gwelout a reer roud al laezh-ribod peg ouzh ar werenn. Naetoc'h eo evañ en ul lestr-pri.
Laezh-Ribod
Ur banne laezh-dous (en tu kleiz) e-kichen ur banne laezh-ribod. Heñvel eo al liv, met tevoc'h eo al laezh-ribod, ha splannoc'h ar merk.


Meuz

Gwechall, war ar maez, e veze debret patatez gant laezh-ribod, ha krampouezh gwinizh-du e-barzh laezh-ribod.

Studierien Breizh a gustume evañ laezh-ribod war-lerc'h un nozvezh pant e dibenn an XXvet kantved. Ne raent nemet evel ar roulerien a rae kemend-all a-raok dezho abaoe kantvedoù er vro. Kontet e veze gant lod e c'hallent chom yac'h ha derc'hel da lonkañ ma kasent ul litrad laezh-ribod war-draoñ er beure war-lerc'h. Siwazh, ne soñj ket a-walc'h al lonkerien yaouank a vremañ el louzoù-se a rafe vad d'o yec'hed ha da saverien-saout ar vro.

Hiziv e c'haller kavout laezh-ribod en tiez-krampouezh, met gwelloc'h e vez d'an anaoudeien goulenn a belec'h e teu, betegouzout.

Blaz

Ken kustum e vezer bremañ ouzh ar boued sukret ma ne blij ket kalz al laezh-ribod ken, ha nebeutoc'h c'hoazh d'ar vugale. Koulskoude, pa welont o zud oc'h evañ laezh-ribod e reont kemend-all aes, en-vihan. Diaesoc'h e vez kregiñ gant al laezh-ribod pa vezer krennard.

Laezh-ribod mat

Hini Sant-Maloù pe Lanfeun a vez kavet eus ar c'hentañ gant lod.

Bridel, Le Craulois, Even ha Paysan Breton zo merkoù breizhat brudet.

Skaotañ ar gwer

Displijus e vez skaotañ gwer war-lerc'h laezh-ribod: pegañ a ra ouzh ar gwer. Gwelloc'h eo evañ laezh-ribod e bolennoù pe listri-pri, aesoc'h da skaotañ.

Pennadoù kar, a bell pe a dost

Tags:

Laezh-Ribod MeuzLaezh-Ribod BlazLaezh-Ribod Laezh-ribod matLaezh-Ribod Skaotañ ar gwerLaezh-Ribod Pennadoù kar, a bell pe a dostLaezh-RibodAfganistanAmannBelgiaBreizhekDiennFlandrezPakistanSaout

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Abu Dhabi (emirelezh)Bro-C'hallLizherenneg fonetik etrebroadelMorhoc'hKataloniaKazakstanEnez LouetTCP/IPDeLisle StewartDevanāgarīWolfram (tungsten)Klemañs VIIIWikipediaFrodo Sac'hegNupediaKotoñsUTC20 GenverGladdalc'helezhEmlakadur revelStudioù klaselEnez Sant-Nikolaz6 GenverPedro Álvares CabralMaen RosettaBryan FerryMor SulawesiMaerFord Motor CompanyKalifad AbbasidLe Curé nantaisSruighleaAostria2002DúnedainGallNissoria1965Agostino Carracci2 ToneTexas14 Genver698Sant-YuniegNubiaKouign-amannFesGwened Olimpek KlubBrezel diabarzh SpagnTurkiaTagadenn Crocus City Hall1771Eil Divizion Hobregonet SS Das ReichKumunDouaroniezh Douar ar c'hreizNiveradur arabekNSAEnez Ozhac'hWilliam, Priñs KembreGiuseppe VerdiDervLestr TheseüsCosenzaYouTube🡆 More