Kastell Kronborg

Kastell Kronborg a zo ur c'hastell e Danmark, e-kichen kêr Helsingör, war enez Sjælland, a-dal da aod Sveden.

Lakaet e oa bet war roll savadurioù Glad an denelezh, gant UNESCO, e 2000.

Kastell Kronborg
Kastell Kronborg
Kastell Kronborg

Eus mare an Azginivelezh eo ar c'hastell-se, pa oa bet savet adalek 1574. Ur plas a bouez en deus bet en istor broioù Skandinavia, etre ar XVIvet hag ar XVIIIvet kantved. Asambles gant kreñvlec'h Helsingborg, e Sveden, en tu all d'ar mor, e roe an tu da gontrollañ an tremen dre strizh-mor an Øresund da vont d'ar Mor Baltel.

Un arouez istorel eo c'hoazh evit tud Danmark. Ha brudet eo ivez evel kastell ar roue en drajedienn Hamlet, skrivet gant William Shakespeare.Anvet eo "Elsinore" er pezh-c'hoari, diwar an anv Helsingör. C'hoariet e oa bet Hamlet e kastell Kronborg e 1816, da verkañ 200vet bloavezh marv ar skrivagner. Hag adc'hoariet eo bet eno meur a wech abaoe.

Notennoù


Kastell Kronborg 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

2000DanmarkGlad bedelKastellSjællandSvedenUNESCO

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Roll livadurioù William Adolphe BouguereauBro-C'hallPark ar BriverLez-veur SUAGuiomar NovaesGaronaKotoñsWikeriadurIzelvroioùLa HabanaBannielMor SulawesiGer goulennChatelBlaenafonSasanidedRepublik Pobl SinaUsher (kaner)RusiaDasorc'hidigezhAnimeSpringfield (Illinois)PortugalAr Genkiz-YuzhaelKalifad Abbasid1771Arme Dieubidigezh Pobl SinaGinea20 GenverRoveretoLos TecolinesHirder kensonennelNiver leielBrexitStedelijk MuseumHTMLTirluGwareg (kumun)Beg ar vronnHenc'hresianegJoe BidenYahoo!Kustentin Iañ (impalaer roman)SaoznegLoeiz IV, roue ar FrankedArzoù ar gweledKimeraKevalaouriezhPedro Álvares CabralC++Republik KoreaFaskouriezhSaarlouisHorst KöhlerEil brezel punekPi IañHenriette Bro-SaozAnne Breizh-VeurBresciaFootball Klub NaonedStadegouriezhKumun🡆 More