Karl Wilhelm Ferdinand Braunschweig (1735 Wolfenbüttel - 1806, Ottensen), anavezet ivez evel Karl II Wilhelm Ferdinand von Braunschweig, pe Dug Braunschweig-Lüneburg, ur stad alaman eus an Impalaeriezh santel roman german, a oa priñs ha soudard a vicher, jeneral en arme Prusia, ha pennjeneral ( Generalfeldmarschall) an armeoù alaman a-enep Napoleone Buonaparte e deroù an XIXvet kantved.
Kar e oa da roue Prusia dre e vamm, ha breur-kaer e oa da George III, roue Bro-Saoz, dre ma oa dimezet d'e c'hoar Augusta von Hannover.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Braunschweig-Wolfenbüttel |
Anv-bihan | Karl, Wilhelm, Ferdinand |
Anv-familh | talvoud ebet |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | 9 Her 1735 |
Lec'h ganedigezh | Wolfenbüttel |
Deiziad ar marv | 10 Du 1806, 10 Her 1806 |
Lec'h ar marv | Ottensen, Altona |
Lec'h douaridigezh | Brunswick Cathedral |
Tad | Karl Iañ Braunschweig-Wolfenbüttel |
Mamm | Philippine Charlotte Prusia |
Pried | Augusta Hannover |
Familh | Brunswick-Bevern |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | milour |
Tachenn labour | military affairs, Politikerezh |
Lec'h labour | Braunschweig |
Relijion | Luteriegezh |
Grad milourel | Generalfeldmarschall, jeneral |
Brezel | Brezelioù Napoleon |
Ezel eus | Royal Society |
Prizioù resevet | ezel eus ar Royal Society, Order of Saint Alexander Nevsky, Order of St. Andrew, Order of the Garter |
Deskrivet dre | Duke Charles II, William Ferdinand, Duke of Brunswick-Wolfenbüttel (1735-1806) |
Mab e oa d'an dug Karl Iañ von Braunschweig-Wolfenbüttel ha da Philippine Charlotte von Preußen, merc'h da roue Prusia.
Un deskadurezh vat en doa bet. Beajiñ a reas en Izelvroioù ha dre Vro-C'hall en e yaouankiz, hag en Alamagn ivez. Servij a reas en arme dindan e eontr Ferdinand von Braunschweig-Lüneburg. Kentañ tro ma'z eas da vrezeliñ avat a voe dindan dug Cumberland e 1757.
E 1780, da 45 bloaz, e voe anvet da zug war-lerc'h marv e dad, Karl Iañ.
Brudet e oa evel ur mestr war ar brezelekaat en XVIIIvet kantved, evel den a sevenadur ha despot madelezhus, hervez patrom Frederig II Prusia. Brasoc'h brud a dapas c'hoazh e penn ur vrigadenn troadeien en emgann Hastenbeck.
Goude echuet Brezel ar Seizh vloaz ez eas da Vro-Saoz gant e wreg, merc'h da Frederig, priñs Kembre. En 1766 ez eas da Vro-C'hall ma voe degemeret gant enorioù, saludet gant e enebourien. E Pariz e reas anaoudegezh gant Jean-François Marmontel. Goude ez eas da Suis hag e weladennas Voltaire. Ur pennad e chomas e Roma da studiañ traezhoù an Henamzer, a-gevret gant Johann Joachim Winckelmann. Goude un droiad da vetek Naplez e tistroas da Bariz, hag alese d'ar gêr. Chom a reas da c'houarn e zugelezh er bloavezhioù goude. Gant skoazell e vinistr Feonçe von Rotenkreuz e teuas a-benn da virout ouzh kas e stad da baour-du gant ar brezel. Soudard kentañ e amzer a felle dezhañ bezañ. Pennkomandant an armeoù unanet e vo.
Entre 1763 ha 1787 ne gemeras perzh nemet ur wech e-pad Brezel Hêrezh Bavaria, ha ne badas ket pell; diwezhatoc'h e kasas an arme da aloubiñ an Izelvroioù. Trec'h e voe buan, hep skuilhañ gwad. D'e gempredidi e oa ur skouer a vrezelekadenn disi. pemp bloaz goude e voe anvet da bennkomandant an arme alaman hag aostrian bodet da aloubién bro-C'hall ha mougaén an dispac'h gall. Hervez an noblañsed dc'hall divroet ne gavje ket e arme nemeur a enebiezh war e hent.
Von Braunschweig ac'h ae war-raok divall, betek Emgann Valmy a echuas gant ssouzadenn ar Gevredidi.
Perzh a gemeras e Seziz Mainz (1793).
En 1806 e kollas e wreg hag e vab henañ. Daoust da se, ha war c'houlenn rouanez Prusia Luise von Mecklenburg-Strelitz, e kemeras penn arme Prusia.
Hogen adarre, abalamour d'ar roue ha d'an dizemglev etre kuzulierien ar roue a voe skoilhoù dezhañ.
Gloazet e voe en emgann Auerstaedt. E-pad miz e voe douget e-kreiz un arme brusian faezhet. Mervel a eure d'an 10 a viz Du 1806, en Ottensen, e-tal Hamburg.
E vab Frédéric Guillaume de Brunswick-Wolfenbüttel (1771-1815) a voe dug war e lerc'h. Enebiñ a raio ouzh Napoleon en Alamagn.
Dimeziñ a reas e 1764 da Augusta von Hannover (1737-1806), merc'h da Frederick, priñs Kembre ha merc'h-vihan da George II .
Seizh bugel o doe:
Un dimeziñ politikel e oa e hini, ha ne oant ket tomm an daou bried an eil ouzh egile. Serc'hed en doe, ha dreist-holl Maria Antonia Branconi ha Louise Hertefeld. Diseblanted Augusta avat a veze kontedt da vout rogoni, ha monta rae an teodoù en-dro diwar he c'houst, dreist-holl peogwir eoa nammet he mibien henañ.
Perzh a gemere en ur gevredigezh kuzh, Der Illuminatenorden
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.