John Keats

John Keats a oa ur barzh saoz bet ganet d’an 31 a viz Here 1795 e Finsbury Pavement, damdost da Londrez, ha marvet d’an 23 a viz C'hwevrer 1821 gant an droug-skevent e Roma (Italia).

Unan eus barzhed veur ar romantelezh saoz e oa Keats, gant Wordsworth, Shelley ha Byron. Dibaouez e veze kavet abeg en e oberoù e-pad e vuhez verr gant kelaouennoù an amzer-se, met bras-kenañ eo bet e levezon dalif war barzhed evel Alfred Tennyson.

John Keats
John Keats
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhKeats Kemmañ
AnvAdonaïs Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Her 1795 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMoorgate, Londrez Kemmañ
Deiziad ar marv23 C'hwe 1821 Kemmañ
Lec'h ar marvRoma Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhProtestant Cemetery, Rome Kemmañ
Breur pe c'hoarFrances Mary Keats, George Keats Kemmañ
Priedtalvoud ebet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherbarzh, judge-rapporteur, mezeg, skrivagner Kemmañ
Tachenn labourbarzhoniezh, Romantelezh Kemmañ
Bet war ar studi eKing’s College Londrez Kemmañ
Lec'h annezBro-Saoz, Iwerzhon, Bro-Skos, Geographical region of Italy Kemmañ
Lec'h labourBro-Saoz Kemmañ
Relijionirreligion Kemmañ
Kleñvedtorzhellegezh Kemmañ
LuskadRomantelezh Kemmañ
Levezonet gantJohn Milton, Edmund Spenser, William Hazlitt, Publius Vergilius Maro Kemmañ
Deskrivet dreJohn Keats Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadStedelijk Museum Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
John Keats
Poltredet gant Charles Brown, 1819

Buhez

John Keats 
Poltredet gant William Hilton, 1822

Ganet e voe en un tiegezh a renk izel, ha pa ne oa nemet 10 vloaz e varvas e dad. Abredik e stagas da studiañ henlennegezhioù Hellaz ha Roma ha hini e amzervezh. Marvet e vamm e 1810 e rankas deskiñ ar surjianerezh. E 1814 avat e tilezas ar studi evit skrivañ, hag e tarempredas metoù ar skrivagnerien. Buan e reas anaoudegezh gant arzourien evel Leigh Hunt, Shelley ha Benjamin Robert Haydon. Gant Leigh Hunt e voe skoazellet da embann e varzhoneg kentañ, Lines in Imitation of Spencer, en ur gelaouenn e miz Mae 1816.
E 1817 e teuas a-zindan ar wask e dorkad barzhonegoù kentañ, anvet Poems, met ne reas tamm berzh ebet. Dilezet ma oa bet gant e vreur George a oa aet da chom da SUA e klaskas reiñ harp d’e vreur Tom a oa tapet gant ar boeson hag a varvas diwar se e 1818.
D’ar c’houlz-se eo e krogas Keats da labourat war-dro e varzhoneg veur Endymion, embannet e 1818. Savet eo ar varzhoneg-se, a ya da vagañ peder levrenn, diwar henvojennoù Hellaz ha hini Endymion, a oa bet lakaet da gousket gant Zeus abalamour da ziwall e gened da viken. Er c’heid-amzer-se eo e pegas ar c’hleñved ennañ.
E 1820, e voe embannet Hyperion, a voe daskemmet gantañ hag adembannet e 1856 dindan an anv The Fall of Hyperion, savet ivez diwar henvojennoù Hellaz (Hyperion o vezañ unan eus Titaned Hellaz kozh). Er bloaz-se e voe embannet barzhonegoù all : Lamia, Isabella, Ode to a Nightingale, Ode on a Grecian Urn, Ode to Psyche. Dre ma’z ae e yec’hed war fallaat e voe aliet gant e vezeg kuitaat Bro-Saoz ha mont da Italia, ar pezh a reas eta e kompagnunezh e vignon Joseph Severn. Goude ur chomadenn e Naplez ez eas da Roma da vevañ ; eno e laoskas e analad diwezhañ. Goulenn a reas skrivañ war e vez Here lies one whose name was writ in water ("Amañ ez eus gourvezet unan hag a oa skrivet e anv en dour").

Levezon

Gant e vuhez hag e oberenn e voe awenet romantoù skiant-faltazi ar skrivagner Dan Simmons en e gelc'hiad Hyperion hag Endymion (1989-1997).

Oberoù

  • Lines in Imitation of Spencer ;
  • Endymion ;
  • Tales and Poems, ennañ Hyperion ;
  • The Eve of S. Agnes.

Liammoù diavaez

Tags:

John Keats BuhezJohn Keats LevezonJohn Keats OberoùJohn Keats Liammoù diavaezJohn Keats1795182123 C'hwevrer31 HereAlfred TennysonBarzhBro-SaozDroug-skeventGeorge ByronItaliaLondrezPercy B. ShelleyRomaRomantelezhWilliam Wordsworth

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Gregor IVPiramidenn CarstenszLodiBanniel KanadaFrodo Sac'heg14 GenverPortugalHenry FordFeuriader demokratelezhMenez GwennSouth DakotaSkiantoniezhJoko WidodoDañvadSaarlouisEgiptJohann Sebastian BachGaronaKendalc'h ViennaAngkor WatKazakstanImpalaeriezh trevadennel PortugalVogalenn damserr a-dreñv rontGeorge IIITony BlairLinzAlbanegTanijenn skeventVaduzBrezelioù ar Relijion (Bro-C'hall)An HobbitKourzhEnez Sant-NikolazSened romanIstorTyne (Bro-Saoz)HenegiptThe Lord of the RingsKumuniezh ValènciaAndrés BelloOpenAISivetHTMLIndoneziaMediaWikiAr Genkiz-Yuzhael6 GenverFrañsez a SalKaddichGarry KasparovNapoleon IañBleaz SebasteiaAnne Breizh-VeurSvedenHarz-lammDilennadeg prezidant Stadoù-Unanet Amerika e 2020Ridley ScottGenoù (korf)Pen-y-bont ar OgwrCreative CommonsJekoSkiantDastumad BorgheseHigh Heel HomicideNitrogenPeppa PigGourliammPornizhPont-'n-AbadBirmingham (Alabama)Park ar Briver800🡆 More