Erna Flegel

Erna Flegel (11 a viz Gouere 1911 e Kiel – 16 a viz C'hwevrer 2006 e Mölln) a oa ur glañvdiourez alaman.

E servij Adolf Hitler e voe eus miz Genver 1943 betek dibenn an Eil Brezel-bed. E-touez ar re ziwezhañ a chomas er Führerbunker e voe ha marteze a-walc'h e oa ennañ c'hoazh p'en em zistrujas Hitler. E skol-veur Humboldt (Berlin) e labouras gant Werner Haase, hag a oa unan eus mezeien Hitler. E dibenn ar brezel e voe kaset d'ar Reichskanzlei gant ar Groaz Ruz.

Erna Flegel
Erna Flegel

E-pad ma oa er Führerbunker e teuas da vezañ mignonez da vMagda Goebbels ; ha c'hoarvezout a reas dezhi ober war-dro ar vugale Goebbels betek o marv.

E-keit ha ma oa aloubet Berlin gant arme URSS e voe aliet da chom er bunker, rak ul lec'h diarvar e oa. Goude-se e voe goulennataet gant an Amerikaned.

E 1977 e voe lakaet foran dielloù eus an Eil Brezel-bed, en o zouez rentañ-kont hec'h atersadenn. Neuze ez eas kazetennerien zo da c'houlennata anezhi en ti-retred m'edo o chom.

Er film Der Untergang (2004) ez eo an aktorez Liza Boyarskaya a c'hoari he ferzh.

Liammoù diavaez


Tags:

11 a viz Gouere16 a viz C'hwevrer191119432006Adolf HitlerAlamagnBerlinEil Brezel-bedKiel (Alamagn)Werner Haase

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Stad emveliekJohann Nepomuk GeigerAmpechSkol-veur AberystwythKerbêrFranklin Delano RooseveltCharlez II (Bro-Saoz)UkrainaJohannes VermeerTeba (Egipt)Jorj Iañ Breizh-VeurJorjiaCascading Style SheetsPiemontegKomunouriezhKêriadennPornografiezhGlasVincent van GoghKarantezBrazilBeretta M1951Kemperdevezh etrebroadel gwirioù ar merc'hedEil Brezel-bedNaonedMontanaMor ArabiaMilanoNoazhdedRoz-kiDagestanBruderezh1676Amalie Sophie von WallmodenBrezhonegRannvro BreizhEngravadur an AulnaysWorld Wide Web Consortium1671TiTomDans le Lit, le Baiser1996Frañsez JaffrennouLandregerJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughColt M1911Beate1483Mao ZedongBrexitISOBroEmflourañCarl Friedrich GaussIzelvroioùKevin CostnerElzas-LorenYokegKenrouedadBilhed-bankAdolf HitlerSigeberht WessexRouantelezh-UnanetKevezadeg bed ar Formulenn 1 20209 a viz EbrelIwerzhonTwitterLFELondrezZombie StrippersStringPantaleone🡆 More