Erik Pomerania (Erik av Pommern) (1382-1459) a oa Roue Sveden, Danmark ha Norge.
Evel Roue Danmark e oa Erik VII, evel Roue Sveden e oa Erik XIII, evel Roue Norge e oa Erik III. Ren a reas war-lerc'h e lezvamm Marc'harid Iañ Danmark.
Ganet e oa war-dro 1382 e Rügenwalde. Mab e oa d'an Dug Warcisław VII Pomerania (marvet en 1394) ha da Marie von Mecklenburg-Schwerin (marvet en 1402), nizez d'ar rouanez Marc'harid Iañ Danmark,
En 1402 setu Marc'harid Iañ Danmark o varc'hata gant Herri IV Bro-Saoz diwar-benn un emglev etre Bro-Saoz hag Unvaniezh Kalmar. Kinniget e voe ober div eured war un dro: Erik a zimezje da verc'h Herri, Philippa, hamab Herri, Priñs Kembre ha danvez-roue ( Herri V Bro-Saoz), a zimezje da c'hoar Erik, anvet Katarzyna.
Mervel a reas e Rügenwalde d'an 3 a viz mae 1459.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Erik Pomerania, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.