Enzim

Un enzim a zo ur c'hatalizour biologel, ur volekulenn (protein pe TRN (evit ar ribozim) hag a zo gouest da fonnussaat a vilionoù reaktadurioù kimiek ar vetabolegezh e metoù ar c'helligoù pe etre ar c'helligoù.

Mont a reont en-dro gant ur paoter munut ha dicheñch e vezont e dibenn ar reaktadur : katalizerioù biologel (pe biokatalizerioù) a vez graet diouto. Dizoloet eo bet an enzim kentañ gant Anselme Payen ha Jean-François Persoz e 1833. Diwar ar malt o deus puraet ur sustañs kizidik ouzh an tommder hag a oa gouest da hidrolizañ an amidon : Graet o deus diastaz diouti (etimologiezh : diastasis=dispartiañ) abalamour ma tispartie ar sukr eus an amidon.

Anvidigezh an enzimoù n'eo ket boutin c'hoazh met savet e vez peurvuiañ gant ur wrizienn tost d'an dindanad (substrat e galleg) pe da brodu ar c'hataliz ; ouzhpennet a vez an dibenn "az"'. skouerioù:

  • Ar glukoz oksidaz a gataliz oksidadur ar glukoz.
  • An'amidon sintetaz a gataliz sintezenn an amidon.

Un enzim zo ur protein hag evel an holl broteinoù e vez kevanaozet diwar an titouroù dalc'het en TDN pe e TRN virus zo. Ouzhpenn 3 500 enzim disheñvel a zo renablet.

Enzim
Grafik 1: Diagram ur reaktadenn katalitek hag a ziskouez an energiezh (E) ret diouzh an amzer(a). Gant ar c'hondisionoù boutin o deus ezhomm ur c'hementad bras a energiezh ar substratoù (A ha B) (E1) evit tizhout ar stad tremen hag a c'hello ar produ (AB) bezañ krouet diwarno. Ur mikrometoù (E) a grou an enzim e-lec'h ma c'hello A ha B mont aesoc'h ha buanoc'h betek ar stad tremen (A...E...B) ar pezh a izela ar c'hementad a energiezh ret evit hen ober(E2). Dre ma vez aesoc'h da dizhout ul live energiezh hag a zo deut da vezañ izeloc'h, e c'hell bezañ fonnusaet ar reaktadur.

Tags:

1833KelligMetabolegezhMolekulennProteinSukrTRN

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Anura1200Janed ArkSzczecinKlaoda ar PradGarry KasparovOctave MirbeauJoko WidodoBresciaGiovanni PascoliStyx (loarenn)Mermin MawrDouenwennSilabennGeorge SandMelusinaAzenThomas MoreMediaWikiKlemañs VIIIAostraliaCyrille BonneauZürichEnez ChristmasStrollad al Labour (R.U.)UTCStad emveliekKleizBournemouthVillafranca in LunigianaRuzennKataloniaTagadenn Crocus City HallMenez C'hommHinNiHidrogen22 MezhevenGwallerezh reizhañRoll Rouaned ha Duged BreizhLos TecolinesPalestinaFree Software FoundationStadegouriezhDourArgemmvac'hennJekoThe SimpsonsWessexAragornProsesionManamaPornizhNissoriaAerouantAtomSizhunRouanGwareg (kumun)MaerPanda brasKevelouri🡆 More