1653-1697 Eleonore Aostria

Eleonore von Österreich, en alamaneg Eleonora Aostria, (13 a viz Mae 1653 e Regensburg-17 a viz Kerzu 1697 e Vienna), a oa merc'h d'an Impalaer Santel Ferdinand III ha da Eleonora Maddalena Gonzaga-Nevers.

1653-1697 Eleonore Aostria
Eleonore Aostria (1653-1697)

He buhez

Rouanez Pologn

1653-1697 Eleonore Aostria 
Eleonore Aostria
1653-1697 Eleonore Aostria 
Michał Wiśniowiecki
1653-1697 Eleonore Aostria 
Karl V LoreN
1653-1697 Eleonore Aostria 
Arched Eleonore Aostria, Vienna, Aostria.

Goude ur bugaleaj sioul en un tiegezh karantezus e voe dimezet da 17 vloaz, evel ma oa ar boaz, hervez ezhommoù politikerezh an Impalaeriezh santel. Michał Wiśniowiecki, e oa ar pried dibabet. Hennezh a oa Roue Pologn ha Lituania. D'ar 27 a viz C'hwevrer 1670 e voe graet an eured, e manati Jasna Góra.

E Varsovia edo o chom, met ne c'hallas ket en em glevout gant he gwaz a oa lonker daonet, dic'houest d'ober bugale a-hervez, ha bugel ebet n'he doe.

Tri bloaz goude, e 1673, e varvas ar pried mezvier. Daou vloaz e c'hortozas an intañvez yaouank a-raok distreiñ d'he bro, da Vienna. Koulskoude a-hed he buhez e voe graet rouanez Pologn anezhi.

Dugez Loren ha Bar

Pa voe distro da lez he bugaleaj en em gavas gant gwellañ mignon he breur impalaer, Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel. Hennezh a oa niz ha pennhêr Dug Loren ha Bar, Karl V Loren, hag a oa en harlu abalamour ma oa bet aloubet e vro dizalc'h gant armeoù ar roue gall Loeiz XIV. Karantez a savas etre an daou zen yaouank. Siwazh, penaos e c'hallje ur paourkaezh dug yaouank dizouar dimeziñ d'un arc'hdugez, rouanez ouzhpenn-se, c'hoar d'an Impalaer war ar marc'had?

Dimezioù

Dimezet e voe div wech:

Goude marv ar roue d'an 10 a viz Du 1673 ha goude ma voe dilennet e warlerc'hiad, Johann III Sobieski, e tistroas Eleonore da Aostria.

  • D'ar 6 a viz C'hwevrer 1678 e timezas d'an dug Karl V Loren, dug Loren; pemp bugel a c'hanas:
    • Leopold Iañ Loren (1679–1729), dug Loren ha Bar
    • Karl Joseph (1680–1715), eskob Olmütz hag arc'heskob Trier
    • Eleonore (1682–1682)
    • Karl Ferdinand (1683–1685)
    • Joseph Innozenz (1685–1705), jeneral en arme an impalaer, gloazet d'ar marv en emgann Cassano (1705)
  • Franz Joseph (1689–1715), abad Stavelot ha Malmedy

He marv

Tags:

1653-1697 Eleonore Aostria He buhez1653-1697 Eleonore Aostria Dimezioù1653-1697 Eleonore Aostria He marv1653-1697 Eleonore Aostria13 a viz Mae1653169717 a viz KerzuEleonora Maddalena Gonzaga-NeversFerdinand III an Impalaeriezh SantelImpalaer SantelRegensburgVienna

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Mengleuz ar Re FuzuilhetKleizJorjiaRitennKenrouedadUlrichPeter FendiNewaregRevrfouzherezhCascading Style SheetsKatoligiezhOadvezh HeiseiStadoù-Unanet AmerikaAziaGansuLa Bruyère (Belgia)Ouran (planedenn)Emflourañ14 GenverDavid HilbertGoulven PennaodTro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2018OugandaDerek WalcottKemmadurioù ar brezhonegBro warezet Arabia ar SuMedousaFacebookKouronkerezedLennegezh vrezhonek kolletBukkakeCuxhavenRoue ArzhurKinnaoregMicrosoftBro-C'hallAloubadegSukarnoEnrico CarusoLannebeurRequin ChagrinAtom163StaenWikipedia e brezhonegSenegalNoazhded en arzRusianegLandeloJulius SchaubArabegAlamagn.22 WMRWaffen-SSAostraliaISO 8601Taj MahalPatroklesEmsavblishmentKeginerezh ItaliaMaschinenpistole 40Bandenn GazaGazaRamon MercaderLevrTokarev TT 33🡆 More