Elementary a zo ur stirad stadunanat o tiskouez Sherlock Holmes, tudenn Sir Arthur Conan Doyle, azasaet evit ar bed a-vremañ.
Krouet eo bet gant Robert Doherty. An aktourien bennañ eo Jonny Lee Miller a c'hoari Sherlock Holmes ha Lucy Liu a c'hoari Dr. Joan Watson.
Ar c'houlzad kentañ a voe skignet war CBS d'ar 27 a viz Gwengolo 2012 ; an eil e miz Gwengolo 2013 ; an trede e miz Here 2014 ; ar pevare e miz Du 2015. Tremen a ra an traoù peurliesañ e kêr New York.
Heuliañ a reer Holmes a zo o klask pareañ eus bezañ bet e dalc'h an dramm. A-raok e oa alier evit Scotland Yard ha bremañ e skoazell polis New York, an New York Police Department, en o enklaskoù. Alies e sav jeu etrezañ hag ar c'habiten Thomas Gregson (Aidan Quinn) abalamour d'an nebeud a bled taolet gantañ ouzh reolennoù an enklaskoù polis. Doujañs o deus an eil evit egile koulskoude.
Gantañ e vez an Dr. Joan Watson a oa, da gentañ, e skoazellerez evit en em zizober diouzh an dramm. Evit se en doa gopred ar surjianez bet. Deuet eo bremañ da vezañ e zeskardez war ar vicher enklasker.
Kavout a reer evel-just tudenn e enebour padus ar c'helenner Moriarty, amañ ur vaouez (Jamie Moriarty) c'hoariet gant Natalie Dormer. Tudennoù all a gaver alies evel an enseller Marcus Bell (Jon Michael Hill) ha breur Holmes, Mycroft, c'hoariet gant Rhys Ifans, a glask lakaat anezhañ da zistreiñ da Vreizh-Veur.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Elementary (stirad skinwel), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.