Divwerzenn

Un divwerzenn zo ur barzhoneg, pe un darn eus ur barzhoneg, enni div werzenn klok o ster hep gwerzennoù all.

Krennlavaroù zo a zo divwerzennoù anezho :

    Re gravat a boazh,
    Re brezeg a noaz.

Er c'hatekiz e veze klasket deskiñ gourc'hemennoù Doue e stumm divwerzennoù :

    Un doue hepken a adori
    Ha dreist pep tra a gari.

Un doare da aesaat an deskiñ eo an divwerzennoù, evel an teirgwerzennoù hag ar pedergwerzennoù ivez.

Barzhoniezh vrezhonek

Un doare eeun da werzaouiñ eo an divwerzenn. An doare-se a gaver er sonioù kozh, hag er sonioù da zañsal e brezhoneg.

    Gant gwerzennoù eizhsilabennek

Kalzik a sonioù kozh a grog evel-hen :

    Selaouit holl 'ta, selaouet
    Ur son a zo nevez savet.

Ar re-se neuze a zalc'h da vont gant divwerzennoù.

Gwerz Ker Is zo savet evel-se :

    Petra 'zo nevez e Kęr Is
    Ma'z eo ken drant ar yaouankiz,
    Ma klevan-me ar binioů,
    Ar vombard hag an telennoù ?
    Gant gwerzennoù trizeksilabennek

Er ganaouenn Metig :

    Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet
    An istor eus ma daeloù ha ma foanioù kalet.

E yezhoù all

    Ce que l'on conçoit bien s'énonce clairement,
    Et les mots pour le dire arrivent aisément. (Boileau, Art poétique, Kan I)

Pennadoù kar

Notennoù

Tags:

Divwerzenn Barzhoniezh vrezhonekDivwerzenn E yezhoù allDivwerzenn Pennadoù karDivwerzenn NotennoùDivwerzennBarzhoneg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Orleañs NevezSivetLinzProtestantiezhLuftwaffe22 a viz MeurzhAn OriantPenélope CruzC'hoarioù arc'hant1391Satyajit RayMaria ChuchenaAbusejoFrankizouriezhLiñs rousLa HabanaAragornEmlakadur revelDehoùMahomedIgor StravinskiyProsesion1989Lestr TheseüsEnez Sant-NikolazPartido Socialista Obrero EspañolIndonezegKreiz EgiptEnepyuzevegezhDugelezh BreizhAziaMichelle ObamaPerouKib vell-droad ar bed 2002CosenzaAostriaStrollad BreizhRostrenennEnez ErranKunilingusTirluSpringfield (Illinois)ISBNEnez Terc'h (Plougerne)South DakotaUnaniezh EuropaJadwiga AnjevLizherenneg fonetek etrebroadelAmenhotep IIIAlexandria (Virginia)Garry KasparovDasorc'hidigezhRepublik RomaJorj Iañ Breizh-VeurNagoyaPatologiezhBloavezhioù 1600LindonThéodore Hersart de La VillemarquéKurdegHeñvelrevelezhIstor BreizhFeur-emglevStyx (loarenn)KerneveuregFanny HillGlamdringCharles de GaulleMorlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina🡆 More