Beretta 951

Ar Beretta Modello 951 pe Beretta M1951 (hec'h anv ofisiel e arme Italia) zo ur bistolenn damaotomatek italian produet adalek 1951 gant an embregerezh Beretta.

Beretta 951
Skeudenn ar pennad Beretta 951

Ur Beretta 951 (pe M1951)
Kinnig
Bro Beretta 951 Italia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek
Munisionoù 9 x 19 mm Parabellum, 7,65 x 21 mm Parabellum
Produer Fabbrica d'armi Pietro Beretta
Mare implij 1953 – 1982 (Arme Italia)
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas 0,870 kg
Hirder 203,2 mm
Hirder ar c'hanol 114 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 350 m/s
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Adstummoù M1951-A, M951/57, M952
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Orin ha mont en-dro

Goude an Eil Brezel-bed e felle d'an arme italian kaout ur bistolenn damaotomatek nevez kambret e 9 x 19 mm Parabellum, a oa dija kartouchenn standart an armoù-dorn e kalz broioù Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel. Karget e voe Beretta da sevel un arm-dorn nevez. Ganet e voe an M1950, met ne voe dalc'het : mont a rae en-dro gant ar memes sistem distro gazoù evit hini an M1934, ha re wan e oa ar sistem-se evit anduriñ galloud ar munisionoù 9 mm Parabellum.

Dibabet e voe neuze ober gant ur sistem argil berr ha n'eo ket gant an distro gazoù. Choazet e voe implijout ur gulasenn vlodet, gant ar memes sistem morailh-gulasenn hag hini ar Walther P38. Brasoc'h e oa an M1951 evit pistolennoù kent ar merk, M1915 hag M1934 en o zouez. Ne voe ket anvet Modello 1951 gant Beretta peogwir e tibabas ar merk reiñ tri sifr diwezhañ o bloavezh-krouiñ d'o armoù nevez adalek 1948.

Servijout a reas an 951 da ziazez evit ar Beretta 92, pistolenn vrudetañ ar merk, er bloavezhioù 1970.

Adstummoù

  • M1951-A : stumm aotomatek savet diwar c'houlenn ar servijoù sekred italian, dezhañ un eil dornell evit aesaat kontroliñ an arm pa denner a-dennadegoù hag ur c'harger uheloc'h e endalc'had (10 kartouchenn e-lec'h 8).
  • M951/57 : stumm hiroc'h e ganol (150 mm) ha dezhañ ur c'houch hag un driv reoliek, savet diwar c'houlenn ar c'horonal egipsian Berhama.
  • M952 : stumm e 7,65 mm Parabellum diorroet evit ar siviled, a oa difennet dezhe ober gant an 9 mm Parabellum en Italia d'ar poent-se.

Implijerien

  • Beretta 951  Egipt : stummoù M1951 (arme), M1951/57 (arme, evit pleustriñ)
  • Beretta 951  Israel : stumm M1951 Brigadier (Tsahal)
  • Beretta 951  Italia : M1951 (arme), M1951-A (servijoù kuzh ha servijoù 'zo eus ar polis)

Daveennoù

Beretta 951   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan Beretta 951 

Tags:

Beretta 951 Orin ha mont en-droBeretta 951 AdstummoùBeretta 951 ImplijerienBeretta 951 DaveennoùBeretta 951BerettaPistolenn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Stadoù-Unanet AmerikaGwalennPedro Iañ BrazilMell-droadAtleterezhTiTom9 x 19 mm ParabellumWikipediaRepublik Pobl SinaIRCIslam sunnitTyrannusPuttoJeko BibronRepublik Sina (1912-1949)CZ P-09BolchevikBuenos AiresBahreinAozadur Bedel ar C'henwerzh25 MezhevenRusianegJohn Maynard KeynesRevrfouzherezhAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022Roue ArzhurIndiaSoukotWinchester Model 1873Jezuz NazaretNaouegezh artifisielSaint-Laurent-sur-SèvreLokunoleIndonezegGrenadaJekoLatinISBNStêr an AlreTurkiaOugandaPapiamentoRobert E. LeeKain hag AbelSpagnTsahalKontelezh EssexKoiotComicJacques Le NantecMoukWordPress.comM16 (fuzuilh)ISO 8601MoudennGazaVirgulino Ferreira da SilvaJentilezHaousaegAristotelesSaving Private Ryan🡆 More