Benjamin Ryan Tillman, ganet d'an 11 a viz Eost 1847 hag aet da Anaon d'an 3 a viz Gouhere 1918, a oa ur politikour stadunanat eus an Democratic Party.
Bez e voe gouarnour South Carolina etre 1890 ha 1894, ur senedour stadunanat etre 1895 betek e varv e 1918. Dreistbeliour gwenn, talañ a reas kreñv ouzh c'hoantoù gwirioù an afro-amerikaned. Tillman a oa e penn un unvez dammsoudardel gouennelour anvet Red Shirts (Rochedoù ruz) e-pad dilennadegoù feuls 1876 e South Carolina.
Er bloavezhioù 1880, Tillman, ur perc'henn douaroù pinvidik, a oa deuet da vezañ dipitet gant pennoù ar Strollad Demokratel. En em lakaat a reas e penn ul luskad labourerien-douar wenn da c'houlenn reizhadurioù. Da gentañ e oa bet un taol bazh en dour, en desped da vezañ bet un awen anat da grouidigezh skol-veur Clemson evel skol labour-douar. E 1890, Tillman a oa deuet a-benn da vezañ mestr war skourr an Democratic Party, dilennet e oa bet evel gouarnour ar Stad.
Pevar bloaz e chomo er post, 18 Amerikan du a oa bet lazhadeget e South Carolina e-pad ar mare-se, an hini gwashañ en istor ar Stad. Tillman en devoa klasket stourm a-enep ar jahinerezoù, met eus an tu all e tifenne ar re gablus eus an torfedoù. Embann a rae e vefe prest da vezañ penn ul lazhadenn e-unan. E 1894, e fin e eil respetad, e oa bet dilennet da senedour stadunanat dre votadeg pennoù ar Stad.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Benjamin Ryan Tillman, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.