Barzh: Kargad arbennigour war ar barzhonegoù komzet ha kanet er sevenadurioù keltiek

Ur barzh zo un den hag a sav barzhoniezh, dre gomz gwechall, dre skrid peurliesañ hiziv.

barzh
Barzh: Kargad arbennigour war ar barzhonegoù komzet ha kanet er sevenadurioù keltiek
historical profession
Iskevrennad euskaner-sonaozer, barzh Kemmañ
Stumm benel an dikedennbardesse, bardino, bardino, Barde, bardinja Kemmañ
Stumm gourel an dikedennbardulo Kemmañ
Barzh: Kargad arbennigour war ar barzhonegoù komzet ha kanet er sevenadurioù keltiek
Delwenn ur 'barzh e Mirdi Breizh, eus sevenadur La Tène. E Paoul e oa bet kavet.

Gant ar ger-se e vez graet e brezhoneg evel er yezhoù keltiek all. Kavet e vez barzhed un tamm e pep lec'h er bed kelt : bardos evit ar C'halianed, bard e gouezeleg, bardd e kembraeg, ha barth e kerneveureg.
E sevenadur keltiek an Henamzer e oa ar barzh ur c'haner ivez, a-bouez-bras er gevredigezh peogwir e lakae-eñ an hengoun dre gomz da beurbadoud. Beleion e oa ar varzhed, e-giz an drouized.

Dibaoe ar XVvet kantved pe war-dro eo deuet ar varzhoniezh da vout personel, hag ar varzhed veur zo bet taolet er-maez eus ar gevredigezh.

E lod yezhoù nann-keltiek e vez graet gant ur ger a zeu eus an henc'hresianeg, e.g. poet e saozneg, poète e galleg, poeta e spagnoleg.

E galleg ec'h implijer ivez ar ger barde, a zo bard e saozneg, deuet eus ar ger latin kar d'ar ger galianek bardos, evit envel barzhed kelt a-hervez.
Un dalvoudegezh romantel ha krennamzerel zo gant ar ger saoznek, evel ma oa gant ar ger gallek en XIXvet kantved ; un dalvoudegezh folklorel ha disprizus a vez gant ar ger gallek en amzer vremañ.

Tags:

Barzhoniezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Apex LegendsDouar ha FrankizRusiaWapitiKatalanegSkejMelusine von der SchulenburgNaonedBrezel diabarzh SinaNikotinArvorig1654Arabia SaoudatHong KongKêriadennKerneOuzbekistanItalia19448001897GlasKomunouriezhRené BarjavelKravatenn noterEvnColuche1991Hans BaurAescwine EssexKarr-tanRouantelezh-UnanetTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)RoazhonStadoù-Unanet AmerikaCascading Style SheetsMediaWikiMarselhaLimbourg (Belgia)Christian TroadecSpagnBianca de' MediciBloavezhioù 2020Robin HobbISBNMenez AreKesoueTalierouriezhMelLienenn-gourzhRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Robert SchumanBlogDanmarkSivetGwareg (arm)GwrezverkStringRoumaniaGeorge IIIKongoKarantezWikiTouche pas à mon poste !Dek Gourc'hemennSonerezh elektronekA Portuguesa🡆 More