Arnold Böcklin

Arnold Böcklin (16 a viz Here 1827 e Basel – 16 a viz Genver 1901 e San Domenico di Fiesole en Italia) a oa ul livour, treser ha kizeller suis a gemeras perzh e luskad an arouezouriezh.

Arnold Böcklin
Emboltred gant ar Marv o seniñ violoñs
Arnold Böcklin
Sinadur Böcklin

E vuhez

Mab ar marc'hadour Christian Friedrich Böcklin hag e wreg Ursula Lipp e oa. Etre 1845 ha 1847 edo en Alamagn ma studias en Akademiezh Arzoù-kaer Düsseldorf. Eno eo e kejas ouzh Anselm Feuerbach. Goude-se e tistroas da Suis ma kejas ouzh Jacob Burckhardt (istorour an arzoù), hag asambles ez ejont da veajiñ da Italia. En em staliañ a reas e Roma ma timezas gant Angela Pascucci. Eno e labouras etre 1850 ha 1857. E 1859 ez eas da Vünchen, hag etre 1860 ha 1862 e kelennas en Akademiazh Arzoù-kaer Weimar. Dilezel a reas ar c'helenn e 1862 hag e tistroas da Roma. Beajiñ a reas da Napoli ha da Bombei. E 1866 e tistroas da Vasel, ma livas meur a vurlivadur da ginklañ ar Kunstmuseum.

E 1870 e voe ganet e vab, Carlo, haga voe livour ivez. Mont a reas da Firenze ma kejas ouzh Hans von Marées.

E 1879 e livas doare kentañ e daolenn vrudet anvet Die Toteninsel (Enezenn ar re varv). En holl e livas pemp taolenn diwar-benn an dodenn-se.

Goude-se e tistroas da Zürich. Klañv e oa, hag ez eas da Italia da ziskuizhañ : da la Spezia, Lerici, San Terenzo, hag a-benn ar fin e tistroas da Firenze e 1893. E 1895 e prenas ur genkiz e karter San Domenico de Fiesole ma varvas e 1901. Douaret e voe e Cimitero degli Allori e Firenze.

Liammoù diavaez


Arnold Böcklin 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

16 a viz Genver16 a viz Here18271901BaselFiesoleItaliaSuis

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GoogleuslimestraUnaniezh EuropaC'hwevrerSant-PetersbourgHoratio NelsonTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)C++L'Entraide française (1945)Sigeberht WessexNormandi (rannvro)MelTwitterAmsterdamAnne Breizh-VeurWikiKazakstanKemperPiemontegAmalie Sophie von WallmodenKomunouriezhHans BaurKervoroc'hSkej2006KrampouezhMilanoAn OriantLandregerGopr hollvedelOuzbekistanVladimir PoutinNaturGwengoloMontanaJorj Iañ Breizh-VeurFanny HillKazanColt AnacondaAvranchesEetion1653Carl Friedrich GaussMontroulezTalierouriezhM109 howitzerAchille DevériaAmber HeardTaboulinSpesadPaul NewmanNJohnny DeppBeateぢ (lizherenn)IstorWiki CommonsSaskatchewanDamh the BardColucheFeskenn1509Hohenzollern (1901-1914)Strollad politikelRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Mor BreizhDer ZauberlehrlingPieter de HoochFilippo de' MediciRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroù🡆 More