An anv-tiegezh, pe anv-familh, eo anv an tiegezh, a vez roet peurvuiañ gant un tad, disklêriet ez-ofisiel, d'e vugale, pe a-wechoù gant ar vamm.
Eil lodenn an anv personel.
Ouzhpenn an anv-tiegezh e vez roet d'ar vugale un anv-badez.
E anv-tiegezh-eñ a veze roet gant an tad d'e holl vugale, pe da vihanañ d'ar re ne oant ket besterd. Pa ne veze tad ebet evit anavezout ar vugale e veze roet dezho anv-tiegezh ar vamm, deuet dezhi a-berzh he zad. Evit ar vugale dilezet, hep tad na mamm, e veze roet dezho un anv dibabet gant an ensavadurioù: evel-se e voe anvet Nemo tad-kozh Roparz Hemon.
Alies e kemer ar merc'hed anv o gwaz ur wech m'int bet dimezet, met ur c'hiz nevez eo bremañ, deuet diwar levezon ar c'hêrioù, rak ne oa ket ur reolenn e-touez an dud vunut e Breizh betek ar bloavezioù '70 (evel e meur a vro gant un niver bras a gouerien).
E pastelloù-bro 'zo e Bro-C'hall (en Norzh, dre vras) hag e broioù e-lec'h ma vez komzet saozneg eo ar c'hustum stagañ anvioù-familh ar priejoù, met ar vugale o deus anv o zad.
Hiziv e c'hall tud ar vugale reiñ anv-tiegezh ar vamm, ouzhpenn hini an tad, d'ar vugale. Yann Penndu hag e bried Anna an Eskob a c'hall bremañ envel o merc'h Nolwenn Penndu-an Eskob.
E meur a vro en Azia hag en Afrika ne vez ket roet anv an tad na d'ar vugale, na d'ar wreg.
En un nebeud broioù n'eus anv-familh ebet (Enez Java, Island ha Tibet).
E familhoù ar roueed ne vez ket graet gant anvioù-familh d'an aliesañ.
Kalz anvioù-tiegezh, en Europa da vihanañ, a deu
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Anv-tiegezh, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.