Tiern A Vrezel

Un tiern a vrezel a zo un den a ren de facto un darn eus ur vro abalamour d'ul arme feal dezhañ e-unan ha pas d'ar gouarnamant.

Disheñvel eo diouzh un aotrou gladdalc'hel a c'hell kaout ur veli vras hag un arme dezhañ met a denn e reizhder eus ar gouarnamant kreiz.

Tiern A Vrezel
Feng Yuxiang, un tiern a vrezel eus Sina

Un droidigezh eus ar ger alamanek Kriegsherr eo. Ijinet e oa bet de livañ ar rouestl a rene e Sina goude marv Yuan Shikai. En implijout a reer, avat, ivez, da livañ anadennoù damheñvel e lec'hioù ha mareadoù arall evel e Somalia, Bro-Japan e-pad ar maread Sengoku pe e Sina e-pad maread an Teir Rouantelezh.

Tierned a vrezel en Europa

Un nebeud pennoù eus bagadoù gopridi a oa aet da dierned a vrezel e-pad ar Grennamzer goude m'en doa fontet ar gouarnamant kreiz evel e bro-Alamagn e-pad an Etrerenadur Bras pe e Bro-C'hall goude Emgann Poitier. Ar re vrudetañ anezho a oa John Hawkwood, Roger de Flor pe Hugh Calveley

Tierned a vrezel e Bro-Japan

Tiern A Vrezel 
Oda Nobunaga, un tiern a vrezel japanat

E-pad an darn vrasañ ar XVIvet kantved (ar maread Sengoku e oa renet Japan gant tierned a vrezel. Ur c'hastell hag ul lu dezhañ e-unan a oa gant pep hini.

Tierned a vrezel pouezus

* Oda Nobunaga * Uesugi Kenshin * Takeda Shingen * Hojo Soun * Toyotomi Hideyoshi * Tokugawa Ieyasu 

Tierned a vrezel e Sina

Meur a wech e oa renet darnoù 'zo eus Sina gant tierned a vrezel. Ar wech diwezhañ a oa goude an Dispac'h Xinhai e 1911, pa embannas kalz proviñsoù e oant dieub. Padout a reas Maread an Dierned a Vrezel betek Argasadeg an Hanternoz, zoken ma chomas pouezus an dierned a vrezel betek 1949, pa gemeras ar gomunourien ar galloud.

Tierned a vrezel vrudet eus maread an Teir Rouantelezh

* Gongsun Kang * Gongsun Yuan * Yuan Shao * Sun Jian * Cao Cao * Liu Bei 

Tierned a vrezel vrudet ar maread ar remziad Jin

*Puxian Wannu 

Tierned a vrezel e Republik Sina

*Zhang Zuolin (Chang Tso-lin)  *Zhang Xueliang (Chang Hsüeh-liang) *Zhang Zongchang (Chang Tsung-ch'ang)  *Feng Yuxiang (Feng Yü-hsiang)  *Bai Chongxi (Pai Ch'ung-hsi)  *Yan Xishan (Yen Hsi-shan)  *Wu Peifu 

Tierned a vrezel er bed a-vremañ

Kavout a reer tierned a vrezel e-barzh un nebeud broioù m'en deus fontet ar gouarnamant kreiz pe m'eo aet re wan da gontrolliñ tout e ziriad.

* Somalia * Inizi Salomon * Republik Demokratel Kongo * Afganistan 

Tierned a vrezel el lennegezh

Danevellañ a ra ar skrivagnerez amerikan Pearl Buck buhez un tiern a vrezel eus amzer Republik Sina en he romant Mibien Wang Lung.

Tierned a vrezel er skiant-faltazi

An dierned a vrezel a zo boutin tre en darn-mañ eus ar skiant-faltazi a liv fontadeg ar sevenadur

Tags:

Tiern A Vrezel Tierned a vrezel en EuropaTiern A Vrezel Tierned a vrezel e Bro-JapanTiern A Vrezel Tierned a vrezel e SinaTiern A Vrezel Tierned a vrezel er bed a-vremañTiern A Vrezel Tierned a vrezel el lennegezhTiern A VrezelGladdalc'helezh

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Protestantiezh2002Niver leielUS Konk-KerneMandragonDivi Kervella1200DegemerFree Software FoundationBeltram GwesklinPrederBerlinHayat Tahrir al-ShamMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaAlaskaGeorge III1965Cyrille BonneauOrleañs NevezAuxerreLe Curé nantaisLuigi Buonaparte22 C'hwevrerGwareg (kumun)LithocarpusGwallerezhKensonenn kevig dre fic'hal divouezhDeLisle StewartKamp KoñliThomas HardyEnez AdakLuftwaffeOdysseüsKarantezJorj Iañ Breizh-VeurZanzibarGwezenn-gerentiezhEil milvedNubiaArapiles (Salamanca)DañvadAmenhotep IIIKatoligiezhLeedsBenjamin FranklinKastiz ar marvZavier LangleizBresciaKarbalaLeonor FoixBrezel diabarzh SpagnGaronaMerdeer???Rakoun debrer-krankedNiveradur arabekTi-plouzIzelvroioùYann-Vari PerrotMorhoc'hSant-Andrev-an-DoureierPolitikerAr Genkiz-YuzhaelDante AlighieriSanta Fe (New Mexico)🡆 More