The Twelve Days Of Christmas

The Twelve Days of Christmas (Daouzek Deiz an Nedeleg) zo ur ganaouenn saoznek a vez kanet da Nedeleg.

Ur ganaouenn da gontañ daouzek deiz an Nedeleg, ar Gourdeizioù, ha da venegiñ daouzek prof da bep hini anezho. Embannet e voe e bro-Saoz e 1780. Krediñ a reer eo a orin gall. "The Twelve Days of Christmas" zo meneget er Roud Folk Song Index en niverenn 68. Kartennoù Nedeleg a ziskouez an daouzek prof, ha da gentañ « A partridge in a pear tree », ur glujar en ur wezenn ber.

The Twelve Days Of Christmas
Daouzek deiz an Nedeleg, hervez ar ganaouenn

Komzoù

The Twelve Days Of Christmas 
Dizanv, Angus, Newcastle, 1774–1825

"The Twelve Days of Christmas" zo da ganañ war gresk, da lavarout eo e teu ur werzenn nevez bep taol da greskiñ ar ganaouenn. Daouzek gwerzenn zo, ouzhpenn an diskan, ma lavarer petra eo ar profoù roet bemdez gant an dousig ("my true love" er ganaouenn) a-hed an daouzek deiz.

Meur a zoare zo d'ar c'homzoù, met setu hini Frederic Austin e 1909.

    On the First day of Christmas my true love sent to me
    a Partridge in a Pear Tree.
    On the Second day of Christmas my true love sent to me
    Two Turtle Doves
    and a Partridge in a Pear Tree.
    On the Third day of Christmas my true love sent to me
    Three French Hens,
    Two Turtle Doves
    and a Partridge in a Pear Tree.

Goude e vez ouzhpennet

    4 Calling Birds
    5 Gold Rings
    6 Geese a-Laying
    7 Swans a-Swimming
    8 Maids a-Milking
    9 Ladies Dancing
    10 Lords a-Leaping
    11 Pipers Piping
    12 Drummers Drumming

An ton

A orin gall e ve an ton, hogen anavet e oa e Lec'hlenn er XVIvet kantved. E deroù an XXvet kantved e voe darngemmet gant Frederic Austin adalek ar pemp gwalenn aour (The New Oxford Book of Carols). E zoare eo a glever peurvuiañ bremañ.

Kinniget e voe evel c'hoari-eñvoriñ e Mirth without Mischief (c'hoari hep ober sotoni), un dastumad c'hoarioù evit ar vugale eus dibenn an [[XVIIIVet kantved}} (~1780).

Doare brezhonek

Un doare brezhonek zo bet savet ivez.(Daveoù a vank)

    Da zeiz kentañ Nedeleg
    Gant ma dousig em boa bet
    Ur glujar en ur wezenn-ber
    Da eil deiz Nedeleg
    Gant ma dousig em boa bet
    Div goulmig wenn
    Ur glujar en ur wezenn-ber
    Da drede deiz Nedeleg
    Gant ma dousig em boa bet
    Teir yar wenn
    Div goulmig wenn
    Ur glujar en ur wezenn-ber
    Da bevare deiz Nedeleg
    Gant ma dousig em boa bet
    Pevar evnig flour ...
    Pemp gwalenn aour
    C’hwec’h gwaz e gor
    Seizh alarc’h war al lenn
    Eizh plac’h o c’horo
    Nav dimezell ‘tañsal
    Dek aotrou o fringal
    Unnek soner ‘viniaouiñ
    Daouzek taboulin ‘trouzal.

Liamm diavaez

Tags:

The Twelve Days Of Christmas KomzoùThe Twelve Days Of Christmas An tonThe Twelve Days Of Christmas Doare brezhonekThe Twelve Days Of Christmas Liamm diavaezThe Twelve Days Of ChristmasGourdeizioùKlujarNedelegRoud Folk Song Index

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BabiloniaMonako26 GenverMaerJorjiaKanton Lanneur1883BlogRomegHermanitas NúñezGallaoueg1465Albert EinsteinJohann Matthäus BechsteinKemmadurioù ar brezhonegBro-C'hallUsain BoltISO 8601Cherbourg-Octeville(9504) LionelXIXvet kantved2020Biñsaskell900Stadoù-Unanet AmerikaGouhinReizhAr FantanigRomántica MilongueraRepublik KreizafrikanSnake RiverVogalenn serr a-dreñv ront2023BelarusIwerzhon30 EbrelPortugalAna del CastilloPrezidant Rusia1953Dugelezh NormandiNaouegezh artifisielAntilopenn AmerikaTilheg16 EbrelDeskadurezhBlev-gaolAozadur ar Feur-emglev Norzh-AtlantelZAerouantDaisy de LawayssOuzbekistanMonkontourDanmarkMengleuz ar Re FuzuilhetEil milvedGareth BaleŠMoudennYHWH1693Reizhiad pentatonekRepublik Sokialour Soviedel Lituania-ha-BielorusiaBorghiBaasha🡆 More