The Court-Martial of Billy Mitchell (Lez-brezel Billy Mitchell e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozour stadunanat a orin aostrian Otto Preminger e 1955.
Pempvet film warn-ugent gant Preminger e oa, deuet e-maez war-lerc'h The Man with the Golden Arm (miz Kerzu 1955) hag a-raok Saint Joan (miz Mae 1957).
Istor gwirion an nijer-arme stadunanat Billy Mitchell (1879-1936) eo a zo kontet er film ha, dreist-holl, red ar prosez a oa bet dalc'het outañ e 1925 dirak ul lez-brezel e Washington D.C.. Kemeret en devoa perzh er Brezel-bed kentañ e Bro-C'hall ha, diwar ar skiant-prenet tapet gantañ eno, difenn a rae ar savboent ma oa pouezus-kenañ sevel ur gwir aerlu dizalc'h diouzh an US Army hag an US Navy. Hep na fiñvje pennoù-bras al lu stadunanat tamm ebet, daoust d'an danevelloù a gase Mitchell dezhe sof-kont. Cheñch penn d'e vazh a reas penn-da-benn da-heul un nebeud gwallzarvoudoù c'hoarvezet da levierien, hini an aerlestr-stur USS Shenandoah (ZR-1) en o zouez e miz Gwengolo 1925 : embann a reas e oa divarrek krenn uhelofiserien ar morlu hag an arme-zouar, ar pezh n'halle ket gouzañv Calvin Coolidge (1872-1933), Prezidant Stadoù-Unanet Amerika e karg d'an ampoent.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article The Court-Martial of Billy Mitchell, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses. ®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.