Skited

Ar Skited, ( en henc'hresianeg οἱ Σκὐθαι / hoi Skúthai) a oa anezhe ur strollad pobladoù mesaerien gantreat a oa o vevañ etre ar VIIvet hag an trede kantvet kent J.-K.

e stepennoù Eurazia. Derc'hel a raent un takad ec'hon etre ar pezh a anver hiziv Ukraina hag an Altai en ur dremen dre Kazakstan. Graet e veze "Saka" eus ar pobloù-se gant ar Bersed ha "Sacae" gant ar Romaned. Meneget e oant bet evit ar wezh kentañ gant skridoù asirian adalek 641 pe 640 kent J.-K..

Skited
Krib skitat

Anavezout a raer ar sevenadur skit a-drugarez da skridoù Herodotos dreist-holl. Ur vammenn binvidik-kenañ eo met gallout a rafe lakaat unan da soñjal e oant diazezet en Europa dreist-holl. E gwirionez e oa bet ken pouezus all o levezon en Istor kreiz Azia. Evit o anavout gwelloc'h avat ne chom nemet dilerc'hioù arkeologel. Dre ma oant kantreidi n'o deus lezet ar Skited nemet bezioù ha "mein kirvi", reier engravet gant tresadennoù loened.

Hiziv e soñj ar skiantourien e komzent ur yezh indeziranek, met tud zo, er metoù broadelour turk dreist-holl a zalc'h da soñjal e komzent turkeg.

Skited
figura que retrata los arqueros escitas, probablemente hallado en Crimea
Skited
Kavalier, Pazyryk felt artifact, 300 kent J.K.
Skited
"Rouaned gant aerouanted", dizoloet e Tillia tepe.
Skited
Kurunenn roue, dizoloet e Tillia tepe.

Tags:

AltaiEuraziaKazakstanPersedUkraina

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

SpesadYuzev-ChirazegMalaysiaMarcosC'hwevrerPierre-Joseph ProudhonBroGwarezva Arabia ar SuBadalonaEil Brezel-bed9 a viz EbrelGeorge IIGalizegYann Iañ (dug Breizh)Mac'haonMao Zedong2001SaezhBilhed-bank1483MoukMahomedUnaniezh EuropaKervoroc'hEetionMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaSiriegSaint-Martin (Antilhez)TaoiseachGeorge IIIJapanMarie-Antoinette AostriaNovritschDaouzek labour AsteriksRouantelezhioù ar FrankedJohnny DeppYezekael, roue DomnoneaKroategSkol-veur AberystwythYa d'ar brezhoneg1944Catherine LatourGwern-valouinKourzhČeská zbrojovka a.s.Emflourañ18 GwengoloRiley Evans1509Galiza1661Sandra BullockGoogle ChromeKemperven1654LGewehr 98Bro-SaozLatin8 MezhevenTeba (Egipt)MilanoDilhad-dindanC++Napoleon IañHenamzer🡆 More