Rouantelezh Unanet An Izelvroioù

Rouantelezh Unanet an Izelvroioù (1815 - 1830) (1839) (e nederlandeg: Verenigd Koninkrijk der Nederlanden, e galleg: Royaume-Uni des Pays-Bas hag en alamaneg: Vereinigtes Königreich der Niederlande) a oa an anv diofisiel graet eus ur stad europat nevez savet diwar un darn eus an Impalaeriezh C'hall kentañ e-kerzh Kendalc'h Vienna e 1815.

Rouantelezh Unanet An Izelvroioù
Banniel Rouantelezh Unanet an Izelvroioù
Rouantelezh Unanet An Izelvroioù
Skoed-ardamez Rouantelezh Unanet an Izelvroioù
Rouantelezh Unanet An Izelvroioù
Rouantelezh Unanet an Izelvroioù en Europa e 1815

E anv ofisiel a voe Rouantelezh an Izelvroioù hag enni e oa douaroù kozh Republik ar Seizh Izelvro-Unanet en hanternoz, re an Izelvroioù aostrian er c'hreisteiz, gant priñselezh Liège. Tiegezh Oranje-Nassau a voe lakaet er penn anezhi.

C'hoant a oa da sevel ur stad padus en hanternoz Bro-C'hall evit harz ouzh strivoù gall da c'hounit tachenn en tu-se. Ha padout a reas ken na em zistagas proviñsoù ar c'hreisteiz da sevel Belgia e 1830.

Koulskoude ne voe ket anavezet dizalc'hted Belgia gant ar rouantelezh a-raok 1839. Neuze e chomas an anv "Rouantelezh an Izelvroioù" war ar stad a vode proviñsoù an hanternoz. Dugelezh Veur Luksembourg a voe renet gant Tiegezh Oranje-Nassau betek 1890 : er bloavezh-se e varvas Willem III der Nederlanden (1817-1890). Pendegwir ne oa ket aotre d'ar merc'hed da ren e Luksembourg abalamour d'al lezenn salek ez eas an Dugelezh Veur gant Tiegezh Nassau-Weilburg, kerent tost d'ur skourr priñsel all ; kement-se a voe graet hervez un emglev en tiegezh Nassau e 1783.

Rouantelezh Unanet An Izelvroioù
  • 1, 2 ha 3 Rouantelezh Unanet an Izelvroioù (betek 1830)
  • 1 ha 2 Rouantelezh an Izelvroioù (war-lerc'h 1830)
  • 2 Dugelezh Limburg (Er C'hevredad Alaman war-lerc'h 1839 evel digoll ouzh Waals-Luxemburg)
  • 3 ha 4 Rouantelezh Belgia (war-lerc'h 1830)
  • 4 ha 5 Dugelezh Veur Luksembourg (harzoù betek 1830)
  • 4 Proviñs Luksembourg (Waals-Luxemburg, da Velgia e 1839)
  • 5 Dugelezh Veur Luksembourg ( uksemburg Alaman; harzoù war-lerc'h 1839)
  • E glas, harzoù ar C'hevredad Alaman

Pennadoù kar

Tags:

181518301839AlamanegGallegKendalc'h ViennaNederlandeg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MoudennAtomAzenTwitterHinBanniel KanadaDwynwenRepublik KoreaEil milvedMediaWikiNirvana (strollad sonerezh)ColchesterChatelGwadujjtxDentouriezhVIIIvet kantvedWiki CommonsSatyajit RayKataloniaYezh kalvezadelLina KostenkoTresadennoù-bevAr Genkiz-YuzhaelLuganKevre ar BroadoùThéodore Hersart de La VillemarquéFrodo Sac'hegBruno MarsFrañsez a SalAlbuquerqueAostriaKenrouedadNikki FritzBann ar Roc'h-BernezKleizKunilingusMaerC'hoarioù Olimpek goañv 2014AuxerreZanzibarIsabel Sofía PicónJohn Churchill, 1añ Dug MarlboroughKemper Kerfeunteun Football KlubNupediaGwreskanvHoratio NelsonKampagn GuadalcanalTel AvivBro-C'hallKendalc'h ViennaDimezioù etre paotred pe etre maouezedAlicia KeysGwareg (kumun)CesenaticoImpalaeriezh roman ar ReterLevr ar SalmoùMaria-Amélia de BragançaHidrogen2002Yar (evn)Enez an Trocadero292Pen-y-bont ar OgwrJekoLl (lizherenn)🡆 More