Hervez an etimologiezh e vefe dav skrivañ rizhenn met lakaet eo bet e-mod-se e-keñver an doare da zisklipañ e brezhoneg a-vremañ.
Dont a ra eus ar brezhoneg kozh rith hag a signifi furm pe skeudenn, ketpar eo d'ar c'hembraeg rhith hag a signifi furm, feson, arouez hag ivez d'an iwerzhoneg riocht (heniwerzhoneg richt). Dont a reont tout eus ar c'heltieg (p)rptu.
Er c'hontrol eus ar c'hontadennoù hag a c'hoarvez e-barzh ur bed diwar faltazi, emañ kentoc'h ar richennoù e-barzh ur bed hag a c'hellfe bezañ real. Gant ar studioù bet graed war-fed an dra-se, e vez komprenet diouzhtu ez eus daou rummad tud:
Ar richennoù 'zo peurliesañ etre ar ouiziegezh dre ar fedoù hag ar c'hredennoù, pe an traoù diwar faltazi. Koulskoude ne c'hell ket bezañ termenet ar gredenn gant ar richenn rak m'eo hiniennel dre benn-natur, ha cheñch a ra eus an eil d'egile. Evit renkañ un danevell e rummad ar richennoù eo ret diforc'hañ. Lâret e vez ar richenn dre 'n eñvor gant ur stil ha grataet gantañ un arouez gwirion : degouezhet eo bet an istor d'un den anavezet hag en ul lec'h determinet, ha traoù all c'hoazh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Richenn, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.