Bro-Saoz Richarzh Iañ

Richarzh Iañ, roue Bro-Saoz, a oa ivez Richarzh IV, dug Normandi.

Ganet e oa d'an 8 a viz Gwengolo 1157, ha marvet d'an 6 a viz Ebrel 1199. Trivet mab ar roue saoz Herri II hag e bried Eleanora Akitania e oa. Roue Bro-Saoz e voe adalek 1189 betek 1199. Lesanvet e voe Richarzh Kalon Leon (Richard the Lionheart).

Bro-Saoz Richarzh Iañ
Richarzh Kalon Leon

E vreudeur

Tri breur en deus bet.

  • E vreur henañ Gwilherm a oa marvet da dri bloaz
  • E eil breur Jafrez II a oa dug Breizh
  • E drede n'en doa bet netra a oa bet anvet Yann Dizouar.

E vuhez

Ne oa ket Richarzh da vout roue. Moumoun e vamm e oa ha pa zispartias e dud e voe roet kurunenn Akitania dezhañ e 1168, ha titl kont Poitiers.

Gant an troubadour Bertran de Born e oa bet lesanvet Òc-e-Non ('Ya-ha-Nann'). Sevel a rae kanaouennoù en okitaneg, ur yezh en doa desket gant e vamm Eleanora Akitania.

Saozneg ne gomze ket, ha ne voe ket pelloc'h eget 6 miz o chom e Bro-Saoz. Pelloc'h amzer e voe o vrezeliñ, ouzh e wizien emsavet, ouzh ar roue gall, pe ar Sarazined eget oc'h ober war-dro e rouantelezh.

Pinijenn a rae hag en em skourjezañ abalamour m'en devoa graet ar pec'hed a sodomiezh.


Mervel a reas pa oa 41 bloaz, e-kichen Limoges dirak kreñvlec'h un aotrou emsavet enep dezhañ.

Eured

Bro-Saoz Richarzh Iañ 
Ardamez Richarzh I Bro-Saoz
En e raok:
Herri II
Roue Bro-Saoz
Bro-Saoz Richarzh Iañ 
1189 - 1199
War e lerc'h:
Yann I

Levrlennadur

  • Régine Pernoud, Richard Coeur de Lion, Fayard

Pennad kar

Tags:

Bro-Saoz Richarzh Iañ E vreudeurBro-Saoz Richarzh Iañ E vuhezBro-Saoz Richarzh Iañ EuredBro-Saoz Richarzh Iañ LevrlennadurBro-Saoz Richarzh Iañ Pennad karBro-Saoz Richarzh Iañ1157118911996 Ebrel8 GwengoloBro-SaozDuged NormandiEleanora AkitaniaHerri II (Bro-Saoz)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ISO 4217Mell-droadMilizag-GwiproñvelCarles PuigdemontFanny HillCrunchyrollMonokiniNaturKeltiaThe Elder Scrolls OnlineLiessindetonLizherenneg kirillekHKanuhelBreizhKrasnogorsk (Oblast Moskov)Laritza BacallaoIranPlatonIsabel Sofía PicónRoll yezhoù ofisiel IndiaC'hoari ar misionerKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhiet1936WikiarroudMontebrunoAna del Castillo6 EostMoukConnecticutRepublikNikki FritzUnicodeCothiPlant bloaziekGallegHell Let LooseRoumania1493Prederouriezh21 DuAaron PhypersMarriagetoxinYar (evn)High Heel HomicideChomlec’h IPSivetUslimestraKirgizstanParáKravatenn noterPiemonteKensonenn kevig dre stlakatAozadur ar Broadoù UnanetFellasionRouanTeknologiezhAfghanistanPortugalegC++Suafrika1922Dispac'h ar JenoflRuzenn gostez ouel divouezhFelix SteinerLennegezh vrezhonek kolletPlouginYezhoù keltiekUsenet🡆 More