Radamanthys

Radamanthys (henc'hresianeg : Ραδαμάνθυς Radamánthys), mab da Zeus ha da Europa, merc'h Agenor, a oa roue Fenikia.

Brudet e oa e vertuz hag e spered a justis.

Radamanthys
Radamanthys
mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
TadZeus, Hefaistos Kemmañ
MammEuropa, merc'h Agenor Kemmañ
Breur pe c'hoarMinos, Sarpedon Kemmañ
PriedAlkmena Kemmañ
BugelOenopion, Eritros, Gortys Kemmañ
Kargking of Crete Kemmañ
Liv ar blevblev melen Kemmañ

Mojenn

Ganet e oa bet e Kreta evel e vreudeur Minos ha Sarpedon. Hervez ur vojenn all e vije bet mab da Hefaistos, a oa mab da Dalos. Desavet e voe gant Asterion, roue Kreta, a oa bet fiziet Europa ennañ gant Zeus. Hervez ar pseudo-Apollodoros, e riotas gant e vreudeur, en e yaouankiz, evit karantez ur paotr anvet Miletos pe Atymnios.

Brudet e oa evit e furnez hag e speredegezh. Diodoros Sikilia a ra anezhañ, evel eus Minos, un haroz a zegas ar sevenadur en ur ren war ur vro ec'hon ma sav al lezennoù :

« Inizi bras a oa en e zalc'h ha hogos holl aodoù Azia o doa en em roet o-unan dezhañ abalamour da vrud e onestiz. »

Pa zegouezhas tron Kreta gant Minos e tennas hennezh e vad eus an dra-se evit en em zizober eus e vreudeur, gwarizius ma oa eus o brud. Mont a reas Radamanthys en harlu da Oic'halia, e Boiotia, ma timezas gant Alkmene, intañvez Amfitryon, ha mamm Herakles. Daou vab en doe diganti : Erythros ha Gortys.

Goude e varv e teuas da vezañ barner en Ifernioù, gant Minos hag Aiakos. Hervez Homeros e vevas en un doare sioul hag eürus en inizi ar re wenvidik. Hervez danevelloù savet diwezhatoc'h e renas e-unan war ar parkoù Elizean.

Tags:

Europa, merc'h AgenorFenikiaHenc'hresianegZeus

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1922UnicodeJuan Antonio VillacañasISBNAzia ar MerventDandadanUnited States Army Rangers1936Paul Avril2007PlatonIntelChesten MarchantTehranKefeüsNaturSistr2004KambodjaGwispidE (lizherenn)GeorgiaNvidiaKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietYukonKyivLitiomWiki CommonsGlasTania MalletKamlezAfghanistanUsenetBrazilLondrezYezhoù keltiekMonokiniHTMLKazh-mor (bronneg)Yar (evn)3 C'hwevrerKempervenDarempred revAerouantPortugalegHungariaKenglad ar BroadoùReizhiad korvoiñIndoneziaBarrennig-stagañGokkunGeorge Walker BushMata HariWikipediaTadjikistan19451897Brezel israelat-arabJohn CollierClairePastor (kristen)Blev-gaolLiger-Atlantel2001OuigouregKemper-Gwezhenneg6 EostRoll yezhoù ofisiel IndiaZinzag-Lokrist21 DuGroe🡆 More