Philippe Noiret, 1añ Here 1930, 23 a viz Du 2006 (Pariz), a oa anezhañ un aktour gall brudet.
Graet en deus filmoù a bep seurt. Gouestlet en deus e vuhez d'ar sinema ha dreist-holl d'ar fentc’hoari.
Ganet eo en Enez en ur familh kenwerzhel vihan. Ar-lerc’h bout c’hwitet 3 gwezh ar vachelouriezh e tilez ar studioù ha kemer a ra kentelioù Arzoù fromus get Roger Blin e Pariz. Ar-lerc’h ez a da greizenn fromus ar c’hornôg e-lec’h ma ya e darempred get ur c’homedian, aktour, leurennour ha filmaozour Jean-Pierre Darras. A-benn ar fin e kendrec’h an obererour fromus Henri de Montherlant Philippe Noiret da vout da gomedian. Diwar neuze e ouestlo e vuhez d'ar fentc’hoari, d'ar c'hoariva ha d'ar sinema.
C’hoariet en deus e-barzh muioc’h eget 100 film. Rolloù pouezus en deus bet da skouer e-barzh “Tad ha mab”, “Tasmant get ur bleinour” ,“ Ar re vrein”, “An Afrikan” pe c’hoazh “Roue ar farsadenn”...
- 1962 : Priz ar jubennerezh - 1976 : Kaezar an aktour gwellañ evit “Ar gozh fuzuilh” - 1990 : Kaezar an aktour gwellañ evit “Ar vuhez ha netra arall” - 2005 : Marc’hegour al lejion a enor - 2006 : loread ar briz Henri-Langlois eus Vincennes
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Philippe Noiret, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.