Petrus Gonsalvus

Petrus Gonsalvus (Tenerife, Inizi Kanariez war-dro 1537 – Capodimonte, Italia, 1618) eo an den kentañ anavezet a c'houzañve diwar an hypertrichosis lanuginosa, da lavaret eo diwar re a vlev war e gorf a-bezh.

Petrus Gonsalvus
Petrus Gonsalvus hag e wreg, c. 1575-80

Oadet a 10 vloaz e oa pa voe profet da Henri II Bro-C'hall ; pan erruas el lez e veze gwelet evel ur marmouz doñvaet da gentañ, ha netra ken.
Tamm-ha-tamm e krogas darn da sellout outañ a-dost. Latin a gomze moarvat. Skoliataet e voe gant kelennerien ar roue, ar pezh a lakaas "den gouez ar roue" da vezañ unan eus desketañ tud e amzer.

Ur wreg disvlev he c'horf a voe roet dezhañ, Catherine Raffelin he anv. Bugale o doe, ha darn evel e verc'h Antonia "Tognina" Gonsalvus, a oa blevek evel o zad. Herri II a roas dezho un darn eus park Fontainebleau, en sell da ginnig dezho ur vuhez e-kreiz an natur ha gwarez ivez. An "dud-marmouz"-se a veze pedet da abadennoù a bep seurt, gwisket e dilhad al lez, ha Tognina e veze gwisket evel ur bompinell dalc'hmat. Er bloavezhioù 1580-90 e oa bet an tiegezh o veajiñ en Italia, hag o chom e lez an dugez Marc'harid Parma.

Notennoù

Tags:

15371618CapodimonteInizi KanariezItaliaTenerife

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Bro-SkosBella HadidCantalupo in SabinaWessexEugène BoudinLot, roue LothianVIIIvet kantved kt JK2024 e BreizhFront de libération de la BretagneKroatiaPierrefitte-sur-SeineFrancis Drake9 MaeBrazilSergey YeseninDolly PartonYar (evn)RoumaniaAr C'hillioùBlogCixiVivianStankell vordredan ar RenkNolwenn LeroyNew YorkBragezennHolloueziadurÉmile SouvestreKanariezKouevrMakaoChristoffer Wilhelm EckersbergEugenio MontaleVortigernMarie-Antoinette AostriaThimister-ClermontUTCArsailh war Pearl HarborIsraelIzelvroioùRomántica MilongueraAlamagn303Gwalc'hmai mab GwyarKatigernSant-NazerFoz MarianaKrokodilSpoletoTimbroù VictoriaRoue ArzhurPrederouriezhImpalaeriezh trevadennel AlamagnMorerer lost gwennLizherenneg fonetek etrebroadelEil Brezel-bedEil Republik Polonia2023Elon MuskMilano1974KuomintangSan AntonioLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saozneg🡆 More