Pasty

Ur pasty zo ur meuz graet diwar toaz poazhet, a orin eus Kernev-Veur ha Devon, e mervent Breizh-Veur, hag a zo en em strewet en inizi Preden.

Pasty
Ur pasty eus Kerne-Veur
Pasty
Pasty eus Karelia

Hiziv ez eo ar seurt boued hengounel a soñjer enni ar muiañ pa vez anv eus Kerne-Veur. Graet e vez alies oggies eus ar pasties er vro-se. Fardet e vez ar pasties gant ur gwarnisadur kig bevin, ognon, patatez ha ruta gant holen ha pebr gwenn, met gwezhall e vezent fardet gant traoù all ivez. Turmut, 'tates and mate (eleze "ruta, patatez ha kig") a zeskriv ur gwarnisadur implijet stank gwezhall. Pasties zo a veze gwarniset gant pour dreist-holl, hag ar pasty gant louzoù fin a oa ennañ beler, perisilh ha chalotez. Gwezhall e veze graet ivez alies gant gwarnisadurioù sukret evel kaotigell, avaloù ha mouar, pruneoz pe kerez.

N'eo ket sklaer orin ar meuz-se daoust ma'z eus daveoù a-leizh dezhe en dielloù niverus hag en oberennoù a faltazi. Ar pasty zo brudet bremañ er bed-holl abalamour da ziaspora ar vengleuzierien hag ar verdeerien eus Kerne-Veur, ha meuzioù damheñvel a c'hall bezañ kavet en Aostralia, Mec'hiko, e Stadoù-Unanet Amerika, Ulster hag e lec'h all.

Ar Pasties a denn da veuzioù all e sevenadurioù all, en o zouez ar bridie e Bro-Skos, an empanada er broioù spagnoleger, ar pirog en Europa ar Reter, ar samosa en India, ar curry puff en Azia ar Gevred, hag ar shaobing e Sina.

Gerdarzh

E-tro ar bloaz 1300 ez eo testeniekaet ar ger pasty, eus ar galleg kozh paste (pâte hiziv, "toaz"), eus al latin poblek pastata, eus al latin pasta, "toaz".

Gwelet ivez

Notennoù

Tags:

Breizh-VeurDevonKernev-VeurPreden

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1932Sonerezh rockHeavy metalYec'hedHenry (fuzuilh)ŪIsspesadGwereg IañDiwanGiovanni BoccaccioKevredigezhTombouktouBeltainParizMandragonBukkakeAl LiammTizhSanta Lucia del MelaHor YezhJuan Antonio VillacañasKuomintangBrezel Viêt NamStlennvon1587Republik SinaIsabel Sofía PicónCerdic (Wessex)Rap1974LiorzherezhMirva natur François Le BailFraezhBlev-gaolPyotr Ilyitch TchaikovskiyHlodwig IañKazakstanRepublik Demokratel KongoLincoln (Bro-Saoz)JarlNiger731Eil Brezel-bedMelestradurezh1948Aliañs tridouplTiTomJubenniñBrezhonegImpalaeriezh roman8 EostUkrainaTianjinKopenhagenKomunouriezh2016Meurvor Habask🡆 More