Maurice Béjart, bet ganet Maurice-Jean Bergé, a oa un dañsour ha ur c'horollour gall.
Ganet e oa bet d'ar 1añ a viz Genver 1927 e Marselha (Bouches-du-Rhône).
Evit enoriñ Molière en doa graet e soñj kemer an anv Béjart, hini Armande Béjart, gwreg an dramaour gall mil vrudet.
Ezel eus Akademiezh c'hall an arzoù-kaer (rann an izili dizalc'h) e oa bet eus 1994 betek e varv.
Broadet suis e 2007 e oa aet da Anaon da 22 a viz Du ar memes bloaz e Lausanne (Suis).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Maurice Béjart, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.