Mary Hamilton, anavet evel Maria Danilovna Gamentova († 14 a viz Meurzh 1719), a voe dimezell a enor e lez Katelin Iañ ha serc'h d'an tsar Pêr Iañ.
Kondaonet e voe d'ar marv dre m'he devoa lazhet ar bugel e oa da gaout.
Marteze eo diwar hec'h istor eo bet savet ar ganaouenn Mary Hamilton.
Skosiz e oa he zud, divroet da Rusia en amzer an tsar Ivan III. Merc'h e oa moarvat da William Hamilton ha keniterv da Evdokiya Grigorievna Hamilton.
E 1713 e teuas da vout dimezell-a-enor an impalaerez Katelin. Taolet e veze evezh ouzh he c'hened, serc'heien he deveze, ha serc'h e voe d'an tsar Peter. Met ur serc'heg all he devoa, Ivan Mikhailovich Orlov ; hennezh avat he dilezas da vont gant Avdotya Chernysheva, serc'h all an tsar. Neuze e klaskas Mary Hamilton ober dezhañ distreiñ daveti gant profoù laeret diwar-goust Katelin.
E 1715 e kemeras louzoù da ziforc'hañ. E 1717 e wilioudas hag e veuzas ar babig. E 1717 ivez e voe goulennataet Orlov diwar-benn dihelloù aet da goll a-douez paperoù Pêr Iañ, hag eñ da anzav e zarempred gant Mary Hamilton ha d'ober anv eus an diforc'hañ. Avdotya Chernysheva a damallas da Hamilton brudañ e tebre an dsarez koar da gaout kroc'hen gwenn. Neuze e voe furchet kambr Mary Hamilton, ha kavet traoù laeret hag a oa d'an dsarez. Ma voe harzet Mary hag he serc'heg, ha bac'het e Kreñvlec'h Sant Petersburg.
Anzav a reas Mary Hamilton al laeroñsi ha bezañ lazhet he c'hrouadur nevez-c'hanet, met daoust d'ar boureviadur ne destenias ket a-enep Orlov.
E miz Du 1718 e voe kondaonet Mary d'ar marv, en abeg d'an diforc'hañ, d'ar bugellazh ha d'al laeroñsioù e ti an impalaerez, daoust ma c'houlennas an Dsarez Praskovia Feodorovna Saltykova (1664-1723), intañvez Ivan V, digant an Tsar Pêr kaout truez.
Dibennet e voe d'ar 14 a viz Meurzh 1719, gant ur c'hleze, e-lec'h ur vouc'hal. Goude-se e kemeras an Tsar he fenn, e reas ur brezegenn diwar-benn he c'horf, e pokas d'he muzelloù, hag e taolas ar penn.
Miret e voe ar penn koulskoude gant Akademiezh ar Skiantoù, da vihanaén betek dibenn ren Katelin II.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Mary Hamilton (Rusia), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.