Bro-C'hall Loeiz Iii

Loeiz III (war-dro 863-† 882), mab Loeiz Vesteod hag Ansgard Burgondia, a oa roue Bro-C'hall eus 879 da 882.

Bro-C'hall Loeiz Iii
Pezh moneiz gant dremmoù Loeiz III Karloman II


Rouaned dic'halloud

E miz Meurzh 880, en Amiens, ez eo rannet rouantelezh e dad : Loeiz a resev Frankia ar c'hornôg ha Neustria, ha ren ha ra war un dro gant e vreur Karloman. Hemañ a resev Burgondia ar C'hornôg, Akwitania, ha Septimania (Cévennes, Corbières, Norzh ar Pireneoù gant Narbonne, Carcassonne, Béziers ha Nîmes).


Evit chom e peoc'h ha talañ ouzh tagadennoù an Normaned e rank an daou vreur en em glevet gant o c'henderv Loeiz Yaouank a c'houlenn Lotaringia ar c'hornôg o doa gounezet goude skrid-emglev Mersen sinet d'an 9 a viz Eost 870. E deroù 880 e oant rediet da reiñ ar vro-se dezhañ gant skrid-emglev Ribemont (Aisne). Ret eo dezhe ivez en em gannañ evit Burgondia p'emañ o goureontr Boson V o klask lakaat e grabanoù warni.

Bro-C'hall Loeiz Iii 
Trec'h Loeiz III ha Karloman II war ar Vikinged e 879 gant Jean Fouquet


Ar stourm a-enep an alouberien

D'an 30 a viz Du 879 e c'hounezas an daou vreur un trec'h bras war ar Vikinged, degouezhet betek ar Vienne. (http://expositions.bnf.fr/fouquet/arret/26/i.htm)

E miz Eost 881, Loeiz III en-dro an alouberien viking en emgann Saucourt-en-Vimeu e lec'h ma vije bet lazhet tost da 8 000 Viking. Skoet e voe spered ar gempredidi gant an trec'h-se ha kement ma voe brudet evit pell gant Son Loeiz (ar Ludwigslied pe Rythmus Teutonicus)

Ur ren berr-kenañ

Terriñ a reas e benn ouzh he skeiñ ouzh gourin un nor re izel pa o redek war-varc'h war-lerc'h merc'h ur Germund bennak. Beziet e voe d'ar 5 a viz Eost 882 en Sant Denez. Lezel a reas holl rouantelezh Frankia ar C'hornôg gant e vreur Karloman, evit nebeut amzer avat.



En e raok:
Loeiz II
Rouaned ar Franked
Bro-C'hall Loeiz Iii 
879882
War e lerc'h:
Karloman II

Tags:

863879882Loeiz II (Bro-C'hall)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

GalizaDispac'h ar JenoflKomunouriezhJohnny DeppKelornRené BarjavelSlovakiaSaezhSydneyToullañ beg ar vronnFriedrich EngelsHohenzollern (1901-1914)GwrezverkJorj Iañ Breizh-VeurSevenadurRusiaAmsterdam2006VoorpostDour-beuzČeská zbrojovka a.s.Christian TroadecWessexPatagonia Arc'hantinaMac'haonCascading Style SheetsThe Parting GlassLKevin CostnerIsabel Sofía PicónEskobLimbourg (Belgia)Normandi (rannvro)Cynewulf WessexMarcosDek Gourc'hemennKerfodNaturAescwine EssexGewehr 98Beretta M1951Perroz-GiregGres (bro)Riley EvansCarles PuigdemontMeurzh (deiz)Paul Avril1977SvedenAmber HeardWiki CommonsTeba (Egipt)Brezel diabarzh SinaOfiserien-Veur Dugelezh BreizhPornografiezh800KroategMediaWikiSant-MaloùHenamzerDilhad-dindanPin-upBeateIwerzhonDans le Lit, le BaiserBro-C'hall🡆 More