Levr Yehezkel

Levr Yehezkel pe Levr Ezekiel (Yz) a zo unan eus Levrioù ar Brofeded er Bibl.

En harlu e prezeg ar profed Yehezkel. Harluet eo bet war un dro gant ar roue Yehoyac'hin e 597 kent JK. Kemenn a ra d'ar bobl seziz Jeruzalem, ar rivin ha diskar an Templ, en arbenn d'he difealded e-keñver Doue.

Levr Yehezkel
Levr Yehezkel 30:13-18, dornskrid saoz eus an XIIIvet kantved, hebraeg ha latin

Goude distruj Jeruzalem e 587 kent JK e kemm ar profed e zoare-ober : gourfediñ a ra an harluidi da zougen o selloù etrezek an dieubidigezh, an distro d'ar vro, an dazont a c'hloar a zeuio war-lerc'h ar c'hastiz. Kastizet e vo ar broadoù (Yz 25-32). Distreiñ a raio Israel d'e vro (Yz 33 ha war-lerc'h).

Gweledigezhioù marzhus ha spontus a-wechoù a gaver en destenn en he fezh : ar c'harr er chabistr kentañ (Yz 1, 4:27), an eskern disec'het o advevañ en eil lodenn (Yz 37), arouez Israel, an Templ nevez (Yz 40-48).

Ar profed nemetañ eo hag a laka ar pouez war giriegezh pep hinienn (Yz 18),.

Daveoù

Tags:

BiblJeruzalemLevrioù ar BrofededYehezkel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

George IIGwrezverkGeorge R. R. Martin18 GwengoloSigeberht WessexUkrainaEl NiñoTeknologiezhGenadDaouzek labour AsteriksSkejPaul Avril1añ MezhevenWikiMoukKelornPin-upStadoù-Unanet Amerika8 MezhevenMontanaNShōnenFelix BaumgartnerSevenadurEostFellasionMac'haonSledda EssexFrancisco FrancoKerzuSiriegEnez VreizhBreizhSonerezh elektronekSanta Maria del FioreKerneAmalie Sophie von WallmodenRiley EvansCascading Style SheetsYezhoù romanekIsabel Sofía Picón1661Reizhiad korvoiñKravatenn noterArvorigDihunSydneyRoll Faraoned EgiptDour-beuzJapanNoricumUsenetMorlu Arme Dieubidigezh Pobl Sina1671Johannes Vermeer1635The Parting GlassJohnny DeppTalierouriezhTimbroù AdenLFEAfrika an NorzhItaliaIwerzhon🡆 More