Film Le Chat

Le Chat (Ar C'hazh) a zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Pierre Granier-Deferre (1927-2007) e 1971.

Da-geñver an oberenn-mañ (ar seizhvet evit ar sinema, diwar c'hwec'h warn-ugent en holl) e teuas a-benn Granier-Deferre da vodañ an div steredenn eus ar sinema gall — Jean Gabin (1904-1976) ha Simone Signoret (1921-1985) — er memes film : tapet e voe Arzh arc'hant ar gwellañ aktor gant Gabin ha hini ar gwellañ aktourez gant Signoret e Festival etrebroadel ar film Berlin (Internationale Filmfestspiele Berlin) (26 a viz Mezheven-6 a viz Gouere 1971).

Fichenn deknikel

  • Doare : Drama,
  • Skoazellerien-sevener : Philippe Lefebvre ha Michel Rubin.
  • Senario : Pierre Granier-Deferre ha Pascal Jardin, diwar ar romant Le Chat (1967) gant Georges Simenon,
  • Divizoù : Pascal Jardin,
  • Kevredadoù produiñ : Cinétel, Comacico, Gafer Films ha Lira Films e Pariz ; Ascot-Cineraid e Roma,
  • Rener produiñ : Ralph Baum,
  • Kevredad dasparzhañ : Valoria Films,
  • Rener ar skeudenniñ : Walter Wottitz,
  • Ijinour ar son : Jean Rieul (eilet gant Vartan Karakeusian),
  • Aozer ar sonerezh orin : Philippe Sarde,
  • Kinklour : Jacques Saulnier (eilet gant Georges Glon),
  • Dilhataer : Jo Ranzatto,
  • Farderezed : Maud Begon, Yvonne Gasperina ha Janou Pottier,
  • Perukenner : Jean Pottier,
  • Skriptourez : Sylvette Baudrot,
  • Frammerien : Nino Baragli ha Jean Ravel,
  • Luc'hskeudenner leurenn : Marcel Dole,
  • Prantad filmañ : ,
  • Lec'hioù filmañ : Courbevoie ha Puteaux (Hauts-de-Seine), e karter La Défense a oa war sevel c'hoazh,
  • Deiziad dont e-maez : 24 a viz Ebrel 1971 (Film Le Chat  Bro-C'hall), 30 a viz Gwengolo 1972 (Le chat - l'implacabile uomo di Saint Germain, Film Le Chat  Italia)
  • Padelezh : 86'.

An danvez

Emañ Julien ha Clémence Bouin, ur c'houblad kozh divugel, o chom en unan eus bannlevioù Pariz tizhet gant labourioù arneveziñ. War e leve emañ ar gwaz goude bezañ labouret evel micherour-lizherenner e vuhez-pad. Ret e voe d'e wreg paouez gant he micher a arzourez-sirk, ha hi kouezhet war al leur diwar he zrapez : chomet eo mac'hagnet, siwazh dezhi. Goude pemp bloavezh warn-ugent a vuhez voutin n'eo ket ken kreñv an darempredoù etre an daou bried. Gant an amzer o tremen ez eo deuet da vezañ pounner an aergelc'h en ti, petra bennak na fell na da Julien na da gClémence mont kuit. Trenkañ a ra an traoù etreze da vat pa zegemer Julien ur c'hazh ; diskouez a ra an den kozh karantez d'al loenig, ur garantez ouzh Clémence aet da hesk pell amzer 'zo. Treiñ a ra gwarizi ar vaouez kozh e kasoni ha kregiñ gant ur brezel kriz en-dro d'ar paourkaezh kazh...

Roll ar gomedianed

  • Jean Gabin : Julien Bouin,
  • Simone Signoret : Clémence Bouin,
  • Jacques Rispal : an doktor,
  • Annie Cordy : Nelly,
  • Carlo Nell : ar c'hourater tier,
  • Nicole Desailly : ar glañvdiourez,
  • Yves Barsacq : an tisavour,
  • Isabel del Río : ar plac'h war ar marc'h-tan,
  • André Rouyer :an dileuriad sindikadel,
  • Florence Haguenauer : Germaine,
  • Renate Birgo : an diennerez,
  • Ermano Casanova : an tavarnour,
  • Harry-Max : an den war e leve,
  • Georges Mansart : ar marc'htaner.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

Tags:

Film Le Chat Fichenn deknikelFilm Le Chat An danvezFilm Le Chat Roll ar gomedianedFilm Le Chat Liammoù diavaezFilm Le Chat Notennoù ha daveennoùFilm Le Chat192719712007

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

RouanIranGlock (pistolenn)LegumajKawanBerlengasGokkunTogoKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietBreizh-VeurCarne (film, 1968)Geriadurouriezh ar brezhoneg1998GlasPrederouriezhTchadSuafrika2002MeurlarjezA (lizherenn)PloubêrPastor (kristen)El NiñoKemper-GwezhennegLesya UkrayinkaEth1377WikimammennManagementNaturAzerbaidjanRr (lizherenn)Rouantelezh Bro-C'hallBosnia-ha-HerzegovinaFernão de MagalhãesAppleArouez kimiekMahomedLitiomKenrouedad1897BrezhonedSpijker (Norzh)2004Nikki FritzKuzul Kernev-VeurBrezel etre Ukraina ha RusiaBro-SkosYukonBeatrice d'Aragona29 GouereBrezel dieubidigezh ar Stadoù UnanetWikimedia1831OSIFanny Hill4 GouereLug28Juan Antonio VillacañasMarriagetoxinMiz🡆 More