La Tortue (Latòti e kreoleg Haiti) zo un enezenn ern gwalarn da aod Haiti, dezhi war-dro 37 km led ha 7 km hed, 180 km².
Brudet e oa evel repu ar vorlaeron er XVIIvet kantved.
Anvet e oa Isla de la Tortuga gant ar Spagnoled, abalamour d'he stumm. Kentañ douar Hispaniola a voe trevadennet gant ar C'hallaoued e oa. Ar Spagnoled a oa diazezet mat en Hispaniola ne oant ket niverus e La Tortue.
Daou varevezh illur a zo en istor an drevadenn: ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved.
Er XVIIvet kantved, marevezh aour ar vorlaeron, e oa kêrbenn ar flibusterien. En XVIIIvet e weñvo he brud, rak gall e teuy Haiti da vout gant feuremglev Ryswick en 1697. Yac'h e kaved an hin, yac'hoc'h eget hini an enez vras, ha suroc'h evel repu pa veze freuz ha reuz en Haiti: eno e varvas ar jeneral Leclerc en 1802.
En amzer ar flibusterien e oa enni ur gevredigezh Europeiz gant Saozon, Gallaoued, ha Hollandiz. Sevel a rejont ur vreudeuriezh, ur seurt republik.
Adalek fin ar XVIIvet kantved ez eas ar flibusterien d'en em ziazezañ e Jamaika ma vo etre daouarn ar Saozon evel Henry Morgan.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article La Tortue, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.