Kêr-Is

Kêr-Is, Kêr-Iz, ar Gêr a Iz zo ur gêr vojennel e Kernev hag a vije bet koñfontet gant ar meurvor er Vvet kantved da heul dibalamour ar briñsez Dahud, merc'h ar roue Gradlon.

Kêr-Is
« Liñvadenn gêr Is »
Barzhaz Breizh

Istor « Liñvadenn gêr Is »

Kêr-Is 
Liñvadenn Gêr Is
en Iliz Kerlaz, nepell diouzh Douarnenez

Is e oa kêr-benn rouantelezh Kernev pa oa Gradlon Meur o ren. Gant ur puñs divent e veze diwallet diouzh an aloubadegoù hag ar reverzhioù bras. Un nor guzh a oa d'ar puñs-se, a veze digoret pe brennet diouzh ma troe an traoù ; gant ar roue e veze an alc'hwez aour-se bepred.
Sant Gwenole, kuzulier Gradlon, en deveze poan o kendrec'hiñ ar roue da lakaat termen da emzalc'h diroll ha dizoue ar briñsez Dahud ; diouganañ a reas e vije liñvet Is en abeg dezhi.
D'un noz end-eeun e teuas Dahud da laerezh alc'hwez ar puñs p'edo he zad o kousket, kement-se evit difinañ war un dirolladeg he devoa kaset en enor d'he c'haredig. Pa voe digoret ar skluz ez eas ar mor tre e kêr.
O tec'hel war varc'h e oa Gradlon, e verc'h gantañ war an talier, pa c'hourc'hemennas Gwenole dezhañ divarc'hañ Dahud abalamour ma oa re garget ar jav : « Diabenn an droukspered hag a zo a-dreñv dit ! » Sentiñ a reas ar roue, ha lonket gant an donn e voe ar briñsez.
Abaoe al liñvadenn e vez klevet kleier-galv Is o vrallañ ha Dahud o c'hlac'hariñ pa vez ar reverzhioù brasañ.

Gwrizioù ar vojenn

Keltiek eo orin mojenn kêr Is, pa vez kanet e Breizh, e Kembre hag en Iwerzhon, pep hengoun o lec'hiañ Is en e vro. Pa gan Breizhiz a-zivout ur puñs ez eo feunteunioù a liñv kêr er broioù all.
Bepred e vez lakaet bugel ar roue – priñs pe briñsez – da atebek war ar reuz, ha bewech e vez kastizet gant an doue kristen, dre veuziñ pe dre dreiñ d'ur vorganez – ar pezh a zo pagan.

Ar vojenn skrivet

Hêrezh

Kêr-Is 
Tec'h ar roue GradlonÉvariste-Vital Luminais, 1884
Eoul war lien – 200 x 310 cm • Mirdi an Arzoù-kar, Kemper

Lennegezh

  • En doare bet skrivet gant Charles Guyot e 1926 e ra dave an darn vuiañ eus an dud pa vez meneg eus mojenn kêr Is.
  • (fr) Henri Quéffelec (1962), Tempête sur la ville d'Ys (ASIN : B003X85AGU)
  • (fr) Michel Le Bris (1985), Ys, dans la rumeur des vagues (ASIN : B0014JVX1G)
  • (en) Poul & Karen Anderson (1986-1988), The King of Ys

Istorioù evit ar vugale

Bannoù-treset

C'hoariva

Levrlennadur

Notennoù

Kêr-Is  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.

Tags:

Kêr-Is Istor « Liñvadenn gêr Is »Kêr-Is Gwrizioù ar vojennKêr-Is Ar vojenn skrivetKêr-Is HêrezhKêr-Is LevrlennadurKêr-Is NotennoùKêr-Is1636Ar YeodedBarzhaz BreizhBeg ar RazDouarnenezGradlonGwaienKernevMeurvorOppidomThéodore Hersart de la VillemarquéVvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

ShōnenBeorhtric WessexBrandenburgIndoneziaNFouzhlec'hYokegTeknologiezhHenri Matisse1676OuzbekistanTimbroù GreunlandDonald TrumpSant-Widel-SkovridBreizh-UhelSigeberht WessexKevredigezh Vroadel BreizhPedro SánchezNormandi (rannvro)Elzas-LorenLec'hiennMelusine von der SchulenburgJohann Nepomuk Geiger1952800Turkia1897GalizegKourzhC'hwevrerAzia ar gevredDouaroniezhSomalilandPierre-Joseph ProudhonWorld Wide WebIsabel Sofía PicónMor-BihanSuisEmflourañBro-C'hallIXvet kantvedSkramm strinkennoù liñvelKazan9 a viz EbrelIsraelA PortuguesaDeiziadur gregorianOfiserien-Veur Dugelezh BreizhChatGPTYouTubeAnne Breizh-Veur2024Engravadur an AulnaysChristian TroadecStrollad politikelHong KongKerbêrKrampouezhhom42KenvasturberezhDouar ha FrankizYann Iañ (dug Breizh)Barack ObamaPiemontegJakez II (Bro-Saoz)BroKastell-PaolBlogFrañsez JaffrennouMarselha🡆 More