Konosuba a zo un anime gant daou goulzad.
Krouet e oa bet e 2012 gant Natsume Akatsuki. Un anime fentus eo. Istor ur paotr marv eo a ya en ur bed faltazius. E-barzh ar bed-se e vez krouet ur skipailh kantread-gant : un doueez ; ur strobinellerez ; ur c'hroazour. Pal ar skipailh zo lazhañ ar rouez-aerouant.
E penn-kentañ, Konosuba a oa ul light novel gant Natsume Akatsuki. Kroget e oa evel ur web series. Embannet e voe gant an ti-embann : Shosetsuka ni-naro. Ar web series a grogas e miz Du 2012. Al light novel a oa treset gant Kurone Mishima. Al light novel a grogas e miz Here 2013. Un azasadur anime a zo bet kendalc'het gant ar studio Deen etre miz Genver ha miz Meurzh 2016 hag e 2017 evit ar c'houlzad 2.
Al ligth novels Konosuba a zo brudet a-walc'h. E Meurzh 2016, produet en deus 11 levrenn ha moullet en deus 1,5 milion a skouerennoù ; pep hini eus al levrioù en deus graet a zo bet prenet 136 000 skouerenn anezhañ. E C'hwevrer 2017, al light novel zo bet moullet 3 milion a skouerennoù anezhañ. Evel light novels, degemeret mat e oa bet an anime evit e fent, al luadenn eus doare "enket e barzh ur bed fanteziel" a zo un aozadur feal eus al light novel.
Evit klozañ, gallout a reer lavarout eo Konosuba un anime mat evit al luadenn-se ha fentus tre.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Konosuba, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.