Kevredigezh Vroadel Breizh

Kevredigez Broadel Breiz (URB) a oa ur strollad politikel rannvroelour krouet d'ar 16 a viz Eost 1898 e Montroulez (Treger - Penn-ar-Bed) anvet Union Régionaliste Bretonne e galleg ivez.

Mirour e oa e vennozhioù. Diskouez a reas ar youl o deus bet ul lodenn eus ar Vretoned - bourc'hizien ha tudjentil anezhe dreist-holl - da gaout ul levezon brasoc'h war dachenn an armerzh, ar velestradurezh hag ar sevenadur.

Kevredigezh Vroadel Breizh
strollad politikel
Deiziad krouiñ16 Eos 1898 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Deiziad divodadur1945 Kemmañ

Krouidigezh

Er vodadeg diazez kentañ e Montroulez, da-heul gouelioù breizhek, ez eas Anatol ar Braz da brezidant war un dro gant Markiz an Estourbeillon. Frañsez Vallée a oa lakaet da brezidant ar gevrenn "Yezh ha lennegezh vrezhonek" asambles gant Frañsez Jaffrennou (Taldir) aet da sekretour. Loeiz Tiercelin a oa gant Charlez ar Govig hag Anatol ar Braz, unan eus izili kentañ Kevredigez Broadel Breiz. Kavout a reer e-touez an izili o deus harpet ar strollad ar gannaded Alberzh Mun, Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache, ar barzh Yann ar Fusteg, ar yezhoniour ha yezhadurour Frañsez Vallée, ar sonaozour Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray, ar c'haner Théodore Botrel, al lenneg Reun Kerviler, Guy Ropartz, Émile Hamonic ...

Obererezh

Evel ma oa bras pouez an noblañs hag ar gloer er strollad nevez, lod eus e izili ne'n em sentas ket en e vleud ha sevel a rejont e 1899 an Association des Bleus de Bretagne.

Yann-Vari Degignet a skriv e Mémoires d'un paysan bas-breton (embannet gant An Here) : « Bezañ zo koulskoude ar gevredigezh brudet-se anvet rannvroelour breizhat, a ya d'he ober tudjentil a saroioù du, na fell ket dezho kaout korkerien en o zouez, ar re-se a c'hwezh re fall. Lezel a reont ar reuzeudien e dorn ar bersoned hag eus ar sunerien all (…) Met ar rannvroelourien-hont, zo ar Braz, ar jezuit hag al laer zo anezhañ, prezidant warne … »

Yann Fouere a voe e vesprezidant etre 1939 ha 1945. Lod eus e izili a voe ezel eus Sao Breiz, Bretoned ar France libre, adalek 1940 evit lod.

Embannet ez eus bet ur gelaouenn renet gant markiz an Estourbeillon eus 1902 da 1943. Paouez a reas da zont er-maez e-doug ar Brezel bed kentañ avat rak ar pep brasañ eus an dud a gemere perzh enni a oa war an talbenn.

Goursez Vreizh

Da-heul unan eus emvodoù an URB e voe krouet Goursez Vreizh d'an 31 a viz Eost 1900 e Gwengamp. Un anv-barzh a oa bet roet d'ar re o doa bet lakaet evel Barzhed gant Gorsedd Enez Vreizh hag an dud nevez deuet a voe anvet evel Barzhed (ar skrivagnerien) pe Oviz (ar re all) gant Drouiz Meur Breizh, Yann ar Fusteg. Harpañ a rae izili ar C'hoursez holl an obererezhioù a-du gant sevenadur ar vro e kevrennoù an URB, pe er C'hoursez. Evel-se e voe krouet Ti Kaniri Breiz.

Disrann e 1911

E 1911, goude ma voe addilennet Régis de l'Estoureillon e-tal Jos Parker e renas hemañ diwezhañ un disrann. Ur miz goude e voe krouet e Roazhon Unvaniez Arvor a oa hec'h anv gallek hini ar Fédération régionaliste de Bretagne. Asambles gant Jos Parker, prezidant, e voe savet ar c'huzul-ren , André Mellac, Léon Le Berre, Joseph Duchauchix, Jean Choleau, Frañsez Vallée ha Loeiz Herrieu. Kavout a rae dezho e oa tudjentiled hag tud virour ar KBB o lakaat un harz d'an araokaat. Darn vras Barzhed ar Goursez ha kalz a dud o doa micherioù kefredel en em vodas er gevredigezh bolitikel nevez.


Izili brudet

Levrlennadur

  • Almanak kevredigez broadus breiz. Simon - Rennes. 1910.
  • ASSOCIATION BRETONNE ET UNION REGIONALISTE BRETONNE. Comptes rendus, procès-verbaux, mémoires. Congrès du 150e anniversaire à Rennes, 1993. Roazhon, 1994.

Notennoù

Tags:

Kevredigezh Vroadel Breizh KrouidigezhKevredigezh Vroadel Breizh ObererezhKevredigezh Vroadel Breizh Goursez VreizhKevredigezh Vroadel Breizh Disrann e 1911Kevredigezh Vroadel Breizh Izili brudetKevredigezh Vroadel Breizh LevrlennadurKevredigezh Vroadel Breizh NotennoùKevredigezh Vroadel Breizh16 a viz Eost1898ArmerzhBreizhGallegMontroulezRannvroelouriezhSevenadurStrollad politikel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Washington, D.C.Charles Dickens29 GouereOugandaZinzag-LokristBrezhonedAzia ar MerventAna del CastilloKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietAlamanegElligMediaWikiEl NiñoJuan Antonio VillacañasLiger-AtlantelFelipe IILugHinBro-Skos1945HKenvasturberezhSpered SantelKragvouc'h SibiriaMerdeerKensonenn dent dre dostaat21 DuSinaRouanTchadorNerzhioù Al-QodsBloaz2019KunilingusHolloueziadurIntelGwrac'hig-an-drez1936AourGlock (pistolenn)WattBannielToullañ goloenn an elligGoogleArkeologiezhBruchedRouantelezh-Unanet1998Isabel Sofía PicónMoskovVijilEnez HéronLaritza BacallaoAostralia4 GouereMarriagetoxinLondrez1922Cascading Style SheetsMahomedAnatol ar BrazDeiziadur berberekKamlezPortugalegBrown Bess12 GouereA (lizherenn)Blev-gaolMarie-Antoinette AostriaGeorgia7 EostSingapourFernão de Magalhães3 Mezheven🡆 More